Ellen Johnson-Sirleaf : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: cs:Ellen Johnsonová-Sirleafová
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 15: Linenn 15:
Mrs Johnson Sirleaf zo 4 mab ha 6 bugel-bihan dezhi. « Ar vamm-gozh » e oa bet he lesanv e-pad ar c’houlzad-dilenn.
Mrs Johnson Sirleaf zo 4 mab ha 6 bugel-bihan dezhi. « Ar vamm-gozh » e oa bet he lesanv e-pad ar c’houlzad-dilenn.



== Liammoù diavaez ==
{{Prezidanted Liberia}}
* [http://www.ellenforpresident.org/ Home page of Ellen for President]



{{DEFAULTSORT:Jonhson Sirleaf, Ellen}}
{{DEFAULTSORT:Jonhson Sirleaf, Ellen}}

Stumm eus an 31 Gou 2011 da 07:14

Ellen Johnson-Sirleaf

D’an 29 a viz Here 1938 e oa bet ganet Ellen Johnson Sirleaf. Prezidantez Liberia hag ar vaouez kentañ aet da benn ur vro en Afrika eo.

E penn Strollad an Unaniezh eo bet hag aet eo da brezidantez goude dilennadegoù dieub ha reizh e 2005.

Un ekonomikourez

E Harvard he deus kaset he studioù ha kroget e oa da gemer kargoù e gouarnamant ar vro e 1970 pa yeas da Vinistrez an Arc’hant dindan Prezidant William Tolbert. E 1985 e klaskas mont da senedourez met a-enep riez ar soudarded e savas hag da chom 10 vloaz en toull-bac’h e voe kondaonet. Dieubet buan e voe avat ha d’an harlu ez eas betek 1997. E-keit-se e labouras evit Bank ar Bed hag ar Citibank en Afrika.

Ar brezel sivil

Harpañ a reas emsavadeg Charles Taylor a-enep ar Jeneral Samuel Doe. Koulskoude e tistagas diouzh Taylor hag ez eas war ar renk a-enepetañ zoken da vare dilennadegoù 1997. Un 10% eus an dud a votas eviti hepken pa yeas 75% eus ar mouezhioù gant Taylor. Stourm a reas evit ma’z afe Taylor kuit avat hag ur roll pouezus a voe ganti e gouarnamant an tremen evit prientiñ an dilennadegoù dieub kentañ. Pa’z eas Taylor kuit e 2003 e tistroas-hi da benn he strollad.

An dilennadegoù dieub

D’an dro gentañ ez eas 175,520 mouezh ganti. Rak se ez eas gant an eil dro d’an 8 a viz Du da geveziñ ouzh George Weah, bet c’hoarier mell-droad a-vicher. D’an 11 a viz Du e voe lavaret gant Bodad Broadel an Dilennadegoù e oa aet ar maout ganti pa oa tost 60% eus ar mouezhioù war he anv.

Mrs Johnson Sirleaf zo 4 mab ha 6 bugel-bihan dezhi. « Ar vamm-gozh » e oa bet he lesanv e-pad ar c’houlzad-dilenn.