Gweuz : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.6.4) (Robot ouzhpennet: lbe:Мурччи
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: ne:ओठ
Linenn 81: Linenn 81:
[[lv:Lūpas]]
[[lv:Lūpas]]
[[ms:Bibir]]
[[ms:Bibir]]
[[ne:ओठ]]
[[nl:Lip]]
[[nl:Lip]]
[[nn:Lippe]]
[[nn:Lippe]]

Stumm eus an 31 Gou 2011 da 00:55

Un divweuz kaer
Un divweuz faeus
Divweuzoù a bep liv.
Plac'h toullet he gweuz
Yann Orangoutan, o chom e loenva Aalborg, e Danmark, ha didoull e ziweuz
Gweuz koeñvet goude ur flemmadenn gwenan.

An divweuz, pe divvuzell, pe muzelloù, pe lapennoù, a zo lodennoù kigennek diavaez ar genoù, a bep tu dezhañ, e nec'h hag en traoñ, hag a c'holo dent an dud.

Distardañ o muzelloù a ra an dud pa gomzont ha pa vousc'hoarzhont, ha muioc'h c'hoazh pa zebront, pa c'hoarzhont, ha pa huchont. Gant an diweuz ivez eo e reer ar vousklenn ha mil ard fall.

Pokat

Pokat a vez graet gant ar muzelloù. Daou seurt pokoù zo dre vras: ar re gant muzelloù stardet hag ar re gant muzelloù digor.

Debriñ

Goude debriñ un dra saourus e plij d'an dud lipat o divweuz.

Ruz

Cecilia Peckaitis, aktourez arc'hantinat, livet he muzelloù e ruz.

Tud zo a laka livaj ruz war o muzelloù: ruz-muzelloù a vez graet eus al livaj-se, met a bep seurt livioù all zo.

Toullañ

Tud zo a laka toullañ o muzelloù da blantañ traezhoù metalek enne.

Gweuzeien

Ar vorianed a vez gweuzekoc'h, pe muzellekoc'h, eget an dud all. Merc'hed zo a glask tevaat o divweuz evit bout hoalusoc'h, a gredont; evit-se e rankont goulenn harp ar surjianerezh a strinko un danvez kimiek bennak en o muzelloù.

Kleñvedoù

Muzellad

Pa vez koeñvet ar muzelloù e komzer eus ur vuzellad. Kement-se a c'hall c'hoarvezout goude ur flemmadenn gant un amprevan bennak, ur wespedenn lakaomp, pe un taol dorn.

Herpes

An herpes zo ur c'hleñved (diwar anv ar viruz) a laka ar weuz da goeñvañ.



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.