Fizik : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.6.2) (Robot ouzhpennet: sn:Mashandiro eZvinhu Zvisingararami
Linenn 173: Linenn 173:
[[sl:Fizika]]
[[sl:Fizika]]
[[sm:Fisiki]]
[[sm:Fisiki]]
[[sn:Mashandiro eZvinhu Zvisingararami]]
[[so:Fiisigis]]
[[so:Fiisigis]]
[[sq:Fizika]]
[[sq:Fizika]]

Stumm eus an 31 Gou 2011 da 00:24

Ar fizik (eus ar gresianeg φυσική (physikos= naturel) a zo studi an energiezh hag e etreober gant ar materi (cf. kimiezh, bevoniezh). Abalamour da preveudi an energiezh e-keñver istor an Hollved hag abalamour pep rann ar materi a dlee etreoberiañ gant an energiezh ma vo eztaolet e berzhioù evit mont da dreuzfurmiñ hag abalamour m'eo an energiezh an abeg pennañ pa ya ar materi da vezañ puzuilhet en e rannigoù bihanañ, ar fizik a zo lakaet alies evel ar skiant diazezel.
Ar fizik a bled gant ar materi e meur a doareoù ha meur a endro abaoe an isrannigoù-kalonenn a ya d'ober ar materi (cf. rannig fizikel) beteg holl emzalc'h an Hollved materiel (cf. : kosmologiezh).

Meur a berzhioù a studier er fizik a zo perzhioù an holl sistemoù materiel, peurvirerezh an energiezh, da skouer. Ar perzhioù-se a vez anvet lezennoù ar Fizik alies.

Ar fizik a zo liammet gant teoriennoù ar matematikoù pa teoriennoù ar fizik a vez eztaolet ingal dindan stumm daveadurioù matematikel hag matematikoù ar fizik a vez graet a zo kemplesoc'h eget re ar skiantoù all.
An diforc'h etre ar matematikoù hag ar fizik a zeu eus hini o zachennoù : ar bed materiel evit hemañ ha patromoù difetis evit ar re-se. Koulskoude n'eo ken splann an diforch pa 'z eus un dachenn etrezo hag e vez anvet ar fizik matematikel o tennañ da dispakañ ar frammoù matematikel a gaver dindan an teoriennoù fizikel.

Fizik teorikel ha fizik arnodel

E keñver ar skiantoù all e kaver un diforc'h pa weler eo kustum rannñ ar fizik etre ar fizik teorikel hag ar Fizik arnodel. Er 20vet kantved, an darn vuiañ eus ar fizikerien o deus en em arbennikaet pe e fizik teorikel pe e fizik arnodel.
Diorreet war hentoù disheñvel, pep skourr ar fizik a zepend an eil eus egile. An araokadennoù a zeu alies pa arnodourien a lak war wel fenomennoù ha ne c'hell an teoriennoù displegañ anezho. Ma ne vije a arnodoù e c'hellfe ar fizik teorikel mont war hentoù-dall.

Unanennoù ar fizik

Teoriennoù pennañ

Kelennoù pennañ

Astrofizik
Astronomiezh
Kosmologiezh
Mekanikerezh
Termodinamik

Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB