Skalier : diforc'h etre ar stummoù
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: hu:Lépcső |
Xqbot (kaozeal | degasadennoù) D r2.7.2) (Robot kemmet: fa:پلکان |
||
Linenn 29: | Linenn 29: | ||
[[et:Trepp]] |
[[et:Trepp]] |
||
[[eu:Eskailera]] |
[[eu:Eskailera]] |
||
[[fa: |
[[fa:پلکان]] |
||
[[fi:Portaat]] |
[[fi:Portaat]] |
||
[[fr:Escalier]] |
[[fr:Escalier]] |
Stumm eus an 21 Gou 2011 da 04:11
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ur seurt savadurig eo an diri (liester : dirioù ; gerioù all : an derez, an delez) savet evit pignat d'ul lec'h uhelañ pe diskenn d'an traoñ ken all. Evit rannañ an tremenadenn etre frapadigoù e vez lakaet un heuliad pazennoù, pephini lakaet uhelañ ha eget un all betek al live uhelañ ha n'eus nemet ur c'hammedig d'ober evit pignat pe diskenn bep tro. Pep pazenn a vez lakaet war daou dousennad santimetr uheloc'h peurvuiañ.
E prenn pe e maen pe e metal pe e simant pe e gwer e c'hell bezañ graet an dirioù. Koulskoude e c'hell krediñ eo bet ijinet an dirioù dre doullañ pazennoù war douar an diribinoù evel ma vez graet e lec'hioù meneziek zo. Kavet e vez dirioù toullet er c'herreg ivez. Stumm kozh an dirioù fardet a zo bet ar skeul ivez, houmañ e prenn peurvuiañ.
Meur a stumm a zo gant an dirioù : euun, rodellet, troidellet, biñs, oc'h ober ankloù, doubl (daou asamblez hag unan just a-us d'an eil).