Strabon : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: oc:Estrabon
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.6.4) (Robot kemmet: no:Strabon
Linenn 78: Linenn 78:
[[ms:Strabo]]
[[ms:Strabo]]
[[nl:Strabo (historicus)]]
[[nl:Strabo (historicus)]]
[[no:Strabo]]
[[no:Strabon]]
[[oc:Estrabon]]
[[oc:Estrabon]]
[[pl:Strabon]]
[[pl:Strabon]]

Stumm eus an 18 Gou 2011 da 10:57

Strabon hervez un engravadur eus ar XVIvet kantved.

Strabon (Στράϐων / Strábôn, «luch », e gregach, e latin Strabo), ganet en Amasea en Kappadokia (bremañ Amasya e Turki) war-dro 57 kent J.-C., marvet etre 21 ha 25 goude. J.-K., a oa un douaroniour eus Hellaz kozh.


E vuhez

En Amaseia, ur gêr nepell eus arvor ar Pontos e oa e dud. Kontet en deus Strabon en doa studiet gant Aristodème, a oa o kelenn bugale Pompée, e Karia. Goude-se ez eas da Roma ma studias gant an douaroniour Tyrannion.


Ur beajour bras e voe, ha gant ar pax romana e weladennas kement korn a oa en ekumene, adalek Armenia er sav-heol, betek Sardinia er c'huzh-heol, eus ar Pontos (Mor Du) en hanternoz betek harzoù Etiopia er c'hreisteiz.

Bageal a reas war an Nil betek Asouan en ur veaj renet gant Ælius Gallus, prefed roman Egipt.

Neuze e tistroas d'e gêr c'henidik hag e savas un Istor (Ἱστορικὰ Ὑπομνήματα / Historika Upomnếmata e gregach) e 43 levrenn.

Goude e pledas gant an Douaroniezh (Γεωγραφικά / Geôgraphiká e gregach), da glokaat e levrioù istor, e 17 levrenn, a zo deuet betek ennomp, war-bouez al levrenn VII.

Klask a rae kinnig ul levr evit an niver brasañ a dud hag a vije plijus da lenn ha kentelius war un dro.

E oberenn

  • N'eus bet miret nemet tammoù eus e labour istorel, e Eñvorennoù Istorel, e 43 levrenn, en doa savet da glokaat istor an Hellazad Polibios de Megalopolis.
  • met tost penn-da-benn eo bet miret e oberenn veur Geographiká (Douaroniezh Stabon), skrivet etre 29 kent JK, pa grogas gant e veajoù, betek ar bloavezh 7.

17 levrenn zo anezhi, ma taolenn enne ar bed evel ma oa anavezet en Henamzer, dezhe talvoudegezh vras evel eien a geleier, abalamour d'ar c'hemend a draoù en deus gwelet ha skrivet. Un drederenn zo skrivet diwar-benn Iberia ha deuet e oa dezhañ an danvez eus meur a berzh, rak biskoazh ne oa bet lakaet troad gantañ el ledenez.

Europa gwelet gant Strabon

E Zouaroniezh

Bez ez eo unan eus ar re a ra anv eus Seizh Marzh ar Bed.

(da echuiñ)

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.