Deiziadur korean : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6: Linenn 6:
Etre 270 ha 963 e veze niveret ar bloavezhioù hervez niver bloavezhioù ren ar [[rieg]]. Ren pep rieg zo sellet outañ evel un oadvezh, dezhi un anv barzhek, un tamm evel e [[Deiziadur japanek|Bro-Japan]]. Oadvezh ar peoc'h peurbadus eo anvet ren an impalaer Yangwon etre 545 ha 559, da skouer.
Etre 270 ha 963 e veze niveret ar bloavezhioù hervez niver bloavezhioù ren ar [[rieg]]. Ren pep rieg zo sellet outañ evel un oadvezh, dezhi un anv barzhek, un tamm evel e [[Deiziadur japanek|Bro-Japan]]. Oadvezh ar peoc'h peurbadus eo anvet ren an impalaer Yangwon etre 545 ha 559, da skouer.
Da c'houde e oa implijet anvioù an oadvezhioù sinaek betek 1895.
Da c'houde e oa implijet anvioù an oadvezhioù sinaek betek 1895.
Evel e [[Sina]], e oa ur c'helc'hiad 60 vloaz, dezhe pep a anv, a zeu en-dro. Evit lakaat kemm etre an holl vloazioù a oa dezhe an hevelepa anv e veze meneget ouzhpenn anv ren ar [[Riegezh|rieg]].
Evel e [[Sina]], e oa ur c'helc'hiad 60 vloaz, dezhe pep a anv, a zeu en-dro. Evit lakaat kemm etre an holl vloazioù a oa dezhe an hevelep anv e veze meneget ouzhpenn anv ren ar [[Riegezh|rieg]].


=== An deiziadur gregorian===
=== An deiziadur gregorian===
Linenn 14: Linenn 14:


==Deiziadur Kore ar su==
==Deiziadur Kore ar su==

Da lavaret an deiziad e vez anv eus ar bloavezh da gentañ, gant -''nyon'', eus ar miz, gant -''wǒl'', ha goude eus an devezh, gant -''il''.


===Devezhioù ar sizhun ===
===Devezhioù ar sizhun ===
Linenn 76: Linenn 78:
|}
|}


===An deiz-ha-bloaz ===
Un doare ispisial o deus ar Goreaned da gontañ o oad ha da lidañ o deiz-ha-bloaz.
Kontañ a reer oad an dud abaoe devezh o c'hrouañs. Pa vez ganet ar vugale o devezh ur bloaz dija eta evit ar Goreaned !
Tapout a reont ivez ur bloavezh ouzhpenn bep devezh kala-bloaz. Da lavaret eo en do ur bugel ganet e miz Kerzu daou vloaz da gala-bloaz goude.
Abalamour da se ez eus ur c'hemm eus bloaz pe daou etre an oad korean, ''hangungnai'', hag an oad "reizh", ''man-nai''.
Ar vugale a glassk tennañ o mat eus an dra-se evitkaout boeson pe kaout un aotre bleinañ met ar ''man-nai'' eo an oad ofisiel.


==An devezhioù gouel==
==An devezhioù gouel==


Un arouez eus istor Korea eo ar gouelioù. Festañ a ra an holl e-doug ar gouelioù [[kristeniezh|kristen]], evel nedeleg, hag ar gouelioù [[boudaegezh|boudaek]], evel deiz-ha-bloaz [[Bouda]], forzh peseurt relijion o defe.
An devezh gouel brasañ eo ''Seollal'', devezh kentañ kala-bloaz hengounel [[Korea]]. E-mesk an devezhioù gouel bras all emañ : ''Daeboreum'' pe ''Boreumdaal'' (ar c'hentañ loargann), ''Dano'' (gouel an diskar-amzer), ''Chuseok'' (gouel loar an Eost), ha ''Samjinnal'' (gouel an nevezamzer). Emañ ivez ''Yudu'' (gouel an hañv), ha ''Chilseok'' (gouel ar [[moñson]]).

An devezh gouel hengounel brasañ eo ''Seollal'', devezh kentañ kala-bloaz hengounel [[Korea]]. E-mesk an devezhioù gouel bras all emañ : ''Daeboreum'' pe ''Boreumdaal'' (ar c'hentañ loargann), ''Dano'' (gouel an diskar-amzer), ''Chuseok'' (gouel loar an Eost), ha ''Samjinnal'' (gouel an nevezamzer). Emañ ivez ''Yudu'' (gouel an hañv), ha ''Chilseok'' (gouel ar [[moñson]]).





Stumm eus an 7 Gou 2011 da 17:58

An Deiziadur korean hengounel zo un deiziadur loarel, evel deiziadur hengounel kalz broioù all eus reter Azia. Hiziv an deiz e vez implijet ivez un deiziadur heolel diazezet war an deiziadur gregorian. Implijet e vez an deiziadur heolel, hiziv an deiz, evit ar bloavezhioù ganedigezh, marv pe evit deiziad ar gouelioù hengounel da skouer.

Istor

Ar reizhiad hengounel

Evel e kalz broioù, an deiziadur hengounel a zo un deiziadur loarel. Etre 270 ha 963 e veze niveret ar bloavezhioù hervez niver bloavezhioù ren ar rieg. Ren pep rieg zo sellet outañ evel un oadvezh, dezhi un anv barzhek, un tamm evel e Bro-Japan. Oadvezh ar peoc'h peurbadus eo anvet ren an impalaer Yangwon etre 545 ha 559, da skouer. Da c'houde e oa implijet anvioù an oadvezhioù sinaek betek 1895. Evel e Sina, e oa ur c'helc'hiad 60 vloaz, dezhe pep a anv, a zeu en-dro. Evit lakaat kemm etre an holl vloazioù a oa dezhe an hevelep anv e veze meneget ouzhpenn anv ren ar rieg.

An deiziadur gregorian

Degemeret e oa an deiziadur gregorian gant an impalaeriezh korean nevez d'ar c'hentañ a viz Genver 1895, gant anvioù koreanek evit an devezhioù hag ar mizioù, met kontet e veze ar bloavezhioù o kemer savidigezh an dierniezh Joseon e 1393, evel bloavezh 0. Eus 1897 betek stagidigezh Korean ouzh impalaeriezh Bro-Japan, e 1910, e oa implijet anvioù an oadvezhioù korean da gontañ ar bloavezhioù. Dindan dalc'h impalaeriezh Bro-Japan, betek 1945, e veze implijet anvioù an oadvezhioù japanat da gontañ bloavezhioù an deiziadur gregorian. Adalek 1945 betek 1961 e oa kontet ar bloavezhioù abaoe savidigezh ar Gojoseon gant Tangun e -2333. implijet e oa an doare-se da niveriñ ar bloavezhioù gant an deiziadur loarel korean a-raok 1945, hag a vez implijet ral a wezh hiziv. Bremañ e vez implijet an deiziadur gregorian etrebroadel er vuhez foran. Kalz devezhioù gouel hengounel avat, evel ar bloavezhioù ganedigezh pe marv, zo diazezet atav war an deiziadur hengounel.[1] Kalz Koreaned a lid o deiz-ha-bloaz ha kala-bloaz, hiziv an deiz, hervez an daou zeiziadur, an deiziadur diouzh an Heol hag an deiziadur diouzh al Loar. Talvezout a ra an dou zeiziadur evit an devezhioù gouel ivez. Alies e vez merket ivez devezh an deiziadur diouzh al loar war pajennoù an deiziadurioù gregorian a vez gwerzhet.


Deiziadur Kore ar su

Da lavaret an deiziad e vez anv eus ar bloavezh da gentañ, gant -nyon, eus ar miz, gant -wǒl, ha goude eus an devezh, gant -il.

Devezhioù ar sizhun

Evel e broioù all eus Azia ar reter e krog ar sizhun gant ar Sul. Setu amañ da-heul anvioù devezhioù ar sizhun e deiziadur gregorian Korea

Devezhioù ar sizhun
Anv brezhonek Anv korean Stumm romanekaet elfenn liammet
Sul iryoil An Heol
Lun wǒryoil Al Loar
Meurzh hwayoil An tan
Merc'her suyoil An dour
Yaou mogyoil Ar gwez
Gwener kŭmyoil An aour
Sadorn t'oyoil An douar

Implijet e vez ar memes arouezennoù sinaek hag ar Japaned da skrivañ anvioù an devezhioù. Gallout a reont ivez bezañ skrivet er skritur koreanek. Liammet eo anv pep devezh gant un elfenn eus ar brederouriezh sinaat (sellet ouzh an daolenn).

Ar mizioù

Anv pep miz zo savet diwar e niverenn e koreaneg heuliet gant -wǒl, ar ger koreanek evit loar/miz. An nemedennoù nemeto zo steuziadur ar k e yuk, c'hwec'h, hag ar p e ship, dek. Implijet e vez an hevelep anvioù mizioù en deiziadur diouzh al Loar ivez. Da lakaat kemm etre an daou e vez lavaret ouzhpenn yangnyǒgŭro, da lavaret eo "hervez deiziadur ar c'hornôg", pe ŭmngnyǒgŭro, da lavaret eo "hervez an deiziadur savet diouzh al Loar". .

Anvioù ar mizioù
Anv brezhonek Anv korean Stumm romanekaet
Miz Genver 일월 irwǒl
Miz C'hwevrer iwǒl
Miz Meurzh samwǒl
Miz Ebrel sawǒl
Miz Mae owǒl
Miz Mezheven yuwǒl
Miz Gouere chirwǒl
Miz Eost parwǒl
Miz Gwengolo guwǒl
Miz Here siwǒl
Miz Du sibirwǒl
Miz Kerzu sibiwǒl

An deiz-ha-bloaz

Un doare ispisial o deus ar Goreaned da gontañ o oad ha da lidañ o deiz-ha-bloaz. Kontañ a reer oad an dud abaoe devezh o c'hrouañs. Pa vez ganet ar vugale o devezh ur bloaz dija eta evit ar Goreaned ! Tapout a reont ivez ur bloavezh ouzhpenn bep devezh kala-bloaz. Da lavaret eo en do ur bugel ganet e miz Kerzu daou vloaz da gala-bloaz goude. Abalamour da se ez eus ur c'hemm eus bloaz pe daou etre an oad korean, hangungnai, hag an oad "reizh", man-nai. Ar vugale a glassk tennañ o mat eus an dra-se evitkaout boeson pe kaout un aotre bleinañ met ar man-nai eo an oad ofisiel.

An devezhioù gouel

Un arouez eus istor Korea eo ar gouelioù. Festañ a ra an holl e-doug ar gouelioù kristen, evel nedeleg, hag ar gouelioù boudaek, evel deiz-ha-bloaz Bouda, forzh peseurt relijion o defe.

An devezh gouel hengounel brasañ eo Seollal, devezh kentañ kala-bloaz hengounel Korea. E-mesk an devezhioù gouel bras all emañ : Daeboreum pe Boreumdaal (ar c'hentañ loargann), Dano (gouel an diskar-amzer), Chuseok (gouel loar an Eost), ha Samjinnal (gouel an nevezamzer). Emañ ivez Yudu (gouel an hañv), ha Chilseok (gouel ar moñson).


E Korea an norzh

E Korea an norzh e vez implijet ur stumm eus an deiziadur gregorian, ar "Juche nyon", diwar anv ideologiezh ar renad, ar juche, ha nyon, bloaz[2]. Ne cheñch ket ar mizioù diouzh ar re a gaver en deiziadur gregorian klasel. Kontet e vez ar bloavezhioù avat adalek deiz ganedigezh Kim Il Sung, d'ar 15 a viz Ebrel 1912. E 2011 eus an deiziadur gregorian emeur eta er bloavezh 99 hervez deiziadur Korea an Norzh. Graet eo vez ar "bloavezhioù Juche" eus ar bloavezhioù-se. Degemeret e oa an deiziadur-se e 1997.

Alies, e vez roet ar bloavezh juche goude bloavezh an deiziadur gregorian, da skouer : 27 a viz Even 2007 Juche 96. El levrioù ha kazetennoù embannet et Korea avat e vez lakaet ar bloavezh juche a-raok bloavezh an deiziadur gregorian : Juche 96 (2007).[3]



notennoù

  1. Devezhioù gouel Korea (e saozneg)
  2. Claude Helper, Corée, réunification, mission impossible, L'Harmattan, 2008.
  3. News releases gant servijoù keleier Korea an norzh a ziskouezh implij ar "bloavezh Juche"

Levrlennadur

  • Pyeon, Prof. M. Y. The Folkloric Study of Chopail (Buddha's Birthday). Seoul: Minsokwon, 2002.