Deiziadur korean : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 15: Linenn 15:


===Devezhioù ar sizhun ===
===Devezhioù ar sizhun ===

Evel e broioù all eus Azia ar reter e krog ar sizhun gant ar Sul. Setu amañ da-heul anvioù devezhioù ar sizhun e deiziadur gregorian
Korea


{|class="wikitable"
{|class="wikitable"
|+''Devezhioù ar sizhun''
|+''Devezhioù ar sizhun''


! Anv brezhonek !! Anv korean !! Stumm romanekaet
! Anv brezhonek !! Anv korean !! Stumm romanekaet || elfenn liammet
|-
|-
| Lun || || woryoil
| Sul || || iryoil || An Heol
|-
|-
| Meurzh || || hwayoil
| Lun || || wǒryoil || Al Loar
|-
|-
| Merc'her || || suyoil
| Meurzh || || hwayoil || An tan
|-
|-
| Yaou || || mogyoil
| Merc'her || || suyoil || An dour
|-
|-
| Gwener || || geumyoil
| Yaou || || mogyoil || Ar gwez
|-
|-
| Sadorn || || toyoil
| Gwener || || kŭmyoil || An aour
|-
|-
| Sul || || iryoil
| Sadorn || || t'oyoil || An douar
|}
|}

Implijet e vez ar memes arouezennoù sinaek hag ar Japaned da skrivañ anvioù an devezhioù.
Gallout a reont ivez bezañ skrivet er skritur koreanek. Liammet eo anv pep devezh gant un elfenn eus ar brederouriezh sinaat (sellet ouzh an daolenn).


===Ar mizioù===
===Ar mizioù===
Anv pep miz zo savet diwar e niverenn e koreaneg heuliet gant ''-wǒl'', ar ger koreanek evit loar/miz. An nemedennoù nemeto zo steuziadur ar k e ''yuk'', c'hwec'h, hag ar p e ''ship'', dek. Implijet e vez an hevelep anvioù mizioù en deiziadur diouzh al Loar ivez. Da lakaat kemm etre an daou e vez lavaret ouzhpenn ''yangnyǒgŭro'', da lavaret eo "hervez deiziadur ar c'hornôg", pe ''ŭmngnyǒgŭro'', da lavaret eo "hervez an deiziadur savet diouzh al Loar".

.
{|class="wikitable"
{|class="wikitable"
|+''Devezhioù ar sizhun''
|+''Anvioù ar mizioù''


! Anv brezhonek !! Anv korean !! Stumm romanekaet
! Anv brezhonek !! Anv korean !! Stumm romanekaet
|-
|-
| Miz Genver || 일월 || irwol
| Miz Genver || 일월 || irwǒl
|-
|-
| Miz C'hwevrer || || iwol
| Miz C'hwevrer || || iwǒl
|-
|-
| Miz Meurzh || || samwol
| Miz Meurzh || || samwǒl
|-
|-
| Miz Ebrel || || sawol
| Miz Ebrel || || sawǒl
|-
|-
| Miz Mae || || owol
| Miz Mae || || owǒl
|-
|-
| Miz Mezheven || || yuwol
| Miz Mezheven || || yuwǒl
|-
|-
| Miz Gouere|| || chirwol
| Miz Gouere|| || chirwǒl
|-
|-
| Miz Eost || || parwol
| Miz Eost || || parwǒl
|-
|-
| Miz Gwengolo || || guwol
| Miz Gwengolo || || guwǒl
|-
|-
| Miz Here || || siwol
| Miz Here || || siwǒl
|-
|-
| Miz Du || || sibirwol
| Miz Du || || sibirwǒl
|-
|-
| Miz Kerzu || || sibiwol
| Miz Kerzu || || sibiwǒl
|}
|}


Linenn 71: Linenn 78:
==An devezhioù gouel==
==An devezhioù gouel==


<!-- The biggest festival in Korea today is [[Seollal]], the first day of the traditional [[Korean New Year]]. Other important festivals include [[Daeboreum]] also refer to as ''Boreumdaal'' (the first full moon), [[Dano (Korean festival)|Dano]] (autumn festival) and [[Chuseok]] (harvest moon festival), amd [[Samjinnal]] (spring festival). Other minor festivals include [[Yudu]] (summer festival), and [[Chilseok]] (moonsoon festival).-->
An devezh gouel brasañ eo ''Seollal'', devezh kentañ kala-bloaz hengounel [[Korea]]. E-mesk an devezhioù gouel bras all emañ : ''Daeboreum'' pe ''Boreumdaal'' (ar c'hentañ loargann), ''Dano'' (gouel an diskar-amzer), ''Chuseok'' (gouel loar an Eost), ha ''Samjinnal'' (gouel an nevezamzer). Emañ ivez ''Yudu'' (gouel an hañv), ha ''Chilseok'' (gouel ar [[moñson]]).





Stumm eus an 7 Gou 2011 da 17:33

An Deiziadur korean hengounel zo un deiziadur loarel, evel deiziadur hengounel kalz broioù all eus reter Azia. Hiziv an deiz e vez implijet ivez un deiziadur heolel diazezet war an deiziadur gregorian. Implijet e vez an deiziadur heolel, hiziv an deiz, evit ar bloavezhioù ganedigezh, marv pe evit deiziad ar gouelioù hengounel da skouer.

Istor

Ar reizhiad hengounel

Evel e kalz broioù, an deiziadur hengounel a zo un deiziadur loarel. Etre 270 ha 963 e veze niveret ar bloavezhioù hervez niver bloavezhioù ren ar rieg. Ren pep rieg zo sellet outañ evel un oadvezh, dezhi un anv barzhek, un tamm evel e Bro-Japan. Oadvezh ar peoc'h peurbadus eo anvet ren an impalaer Yangwon etre 545 ha 559, da skouer. Da c'houde e oa implijet anvioù an oadvezhioù sinaek betek 1895.

An deiziadur gregorian

Degemeret e oa an deiziadur gregorian gant an impalaeriezh korean nevez d'ar c'hentañ a viz Genver 1895, gant anvioù koreanek evit an devezhioù hag ar mizioù, met kontet e veze ar bloavezhioù o kemer savidigezh an dierniezh Joseon e 1393, evel bloavezh 0. Eus 1897 betek stagidigezh Korean ouzh impalaeriezh Bro-Japan, e 1910, e oa implijet anvioù an oadvezhioù korean da gontañ ar bloavezhioù. Dindan dalc'h impalaeriezh Bro-Japan, betek 1945, e veze implijet anvioù an oadvezhioù japanat da gontañ bloavezhioù an deiziadur gregorian. Adalek 1945 betek 1961 e oa kontet ar bloavezhioù abaoe savidigezh ar Gojoseon gant Tangun e -2333. implijet e oa an doare-se da niveriñ ar bloavezhioù gant an deiziadur loarel korean a-raok 1945, hag a vez implijet ral a wezh hiziv. Bremañ e vez implijet an deiziadur gregorian etrebroadel er vuhez foran. Kalz devezhioù gouel hengounel avat, evel ar bloavezhioù ganedigezh pe marv, zo diazezet atav war an deiziadur hengounel.[1] Kalz Koreaned a lid o deiz-ha-bloaz ha kala-bloaz, hiziv an deiz, hervez an daou zeiziadur, an deiziadur diouzh an Heol hag an deiziadur diouzh al Loar. Talvezout a ra an dou zeiziadur evit an devezhioù gouel ivez. Alies e vez merket ivez devezh an deiziadur diouzh al loar war pajennoù an deiziadurioù gregorian a vez gwerzhet.


Deiziadur Kore ar su

Devezhioù ar sizhun

Evel e broioù all eus Azia ar reter e krog ar sizhun gant ar Sul. Setu amañ da-heul anvioù devezhioù ar sizhun e deiziadur gregorian Korea

Devezhioù ar sizhun
Anv brezhonek Anv korean Stumm romanekaet elfenn liammet
Sul iryoil An Heol
Lun wǒryoil Al Loar
Meurzh hwayoil An tan
Merc'her suyoil An dour
Yaou mogyoil Ar gwez
Gwener kŭmyoil An aour
Sadorn t'oyoil An douar

Implijet e vez ar memes arouezennoù sinaek hag ar Japaned da skrivañ anvioù an devezhioù. Gallout a reont ivez bezañ skrivet er skritur koreanek. Liammet eo anv pep devezh gant un elfenn eus ar brederouriezh sinaat (sellet ouzh an daolenn).

Ar mizioù

Anv pep miz zo savet diwar e niverenn e koreaneg heuliet gant -wǒl, ar ger koreanek evit loar/miz. An nemedennoù nemeto zo steuziadur ar k e yuk, c'hwec'h, hag ar p e ship, dek. Implijet e vez an hevelep anvioù mizioù en deiziadur diouzh al Loar ivez. Da lakaat kemm etre an daou e vez lavaret ouzhpenn yangnyǒgŭro, da lavaret eo "hervez deiziadur ar c'hornôg", pe ŭmngnyǒgŭro, da lavaret eo "hervez an deiziadur savet diouzh al Loar". .

Anvioù ar mizioù
Anv brezhonek Anv korean Stumm romanekaet
Miz Genver 일월 irwǒl
Miz C'hwevrer iwǒl
Miz Meurzh samwǒl
Miz Ebrel sawǒl
Miz Mae owǒl
Miz Mezheven yuwǒl
Miz Gouere chirwǒl
Miz Eost parwǒl
Miz Gwengolo guwǒl
Miz Here siwǒl
Miz Du sibirwǒl
Miz Kerzu sibiwǒl


An devezhioù gouel

An devezh gouel brasañ eo Seollal, devezh kentañ kala-bloaz hengounel Korea. E-mesk an devezhioù gouel bras all emañ : Daeboreum pe Boreumdaal (ar c'hentañ loargann), Dano (gouel an diskar-amzer), Chuseok (gouel loar an Eost), ha Samjinnal (gouel an nevezamzer). Emañ ivez Yudu (gouel an hañv), ha Chilseok (gouel ar moñson).


E Korea an norzh

E Korea an norzh e vez implijet ur stumm eus an deiziadur gregorian, ar "Juche nyon", diwar anv ideologiezh ar renad :ar Juche[2]. Ne cheñch ket ar mizioù diouzh ar re a gaver en deiziadur gregorian klasel. Kontet e vez ar bloavezhioù avat adalek deiz ganedigezh Kim Il Sung, d'ar 15 a viz Ebrel 1912. E 2011 eus an deiziadur gregorian emeur eta er bloavezh 99 hervez deiziadur Korea an Norzh. Graet eo vez ar "bloavezhioù Juche" eus ar bloavezhioù-se. Degemeret e oa an deiziadur-se e 1997.

Alies, e vez roet ar bloavezh juche goude bloavezh an deiziadur gregorian, da skouer : 27 a viz Even 2007 Juche 96. El levrioù ha kazetennoù embannet et Korea avat e vez lakaet ar bloavezh juche a-raok bloavezh an deiziadur gregorian : Juche 96 (2007).[3]



notennoù

  1. Devezhioù gouel Korea (e saozneg)
  2. Claude Helper, Corée, réunification, mission impossible, L'Harmattan, 2008.
  3. News releases gant servijoù keleier Korea an norzh a ziskouezh implij ar "bloavezh Juche"

Levrlennadur

  • Pyeon, Prof. M. Y. The Folkloric Study of Chopail (Buddha's Birthday). Seoul: Minsokwon, 2002.