Kerneveureg : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pokorny (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 101: Linenn 101:

Megi ['mɛ:gi]

Megi ['mɛ:gi]

Hwibana [ʍi'ba:na]

Hwibana [ʍi'ba:na]

Yn mes [in'mɛs]

Yn mes [ɪn'mɛs]

Gaver ['gavər]

Gaver ['gavər]

Ganow ['ga:nɔw]

Ganow ['ga:nɔw]

Linenn 107: Linenn 107:
Gweus [gwœ:s]

Gweus [gwœ:s]

Gwiwer ['gwi:wɛr]

Gwiwer ['gwi:wɛr]

Hedhyw ['hɛðiw]

Hedhyw ['hɛðɪw]

Kador ['ka:dɔr]

Kador ['ka:dɔr]

Keus [kœ:z]

Keus [kœ:z]

Stumm eus an 22 Kzu 2006 da 21:37

{{{2}}}

Ar c’herneveureg zo ur yezh predenek e-giz ar brezhoneg hag ar c’hembraeg, komzet eo ar C’herneveureg e Kernev-Veur (Rouantelezh-Unanet). Bremañ ne chom ken nemet war-dro 2000 den a oar anezhi met deuet eo ar yezh-mañ da vezañ ofisiel e 2002 hag ur gevredigezh, Kesva an Taves Kernewek (Ofis ar Yezh Kerneveurek), a laka ar yezh da vont war-raok e-barzh ar gevredigezh a-vremañ.

E-giz ar skolioù Diwan e Breizh, emañ ar skolioù divyezhek, Dalleth (kregiñ), e Kernev-veur.

Kavet e vez gerioù kerneveurek e lec'hanvadurezh Kernev-Veur hag un tammig pelloc’h c’hoazh.

Istor

Tud Kerne-Veur o deus komañset implijout ar saozneg war-dro ar 16vet kantved, pa oa bet lakaet beleien hag a gomze saozneg er vro, e 1549. Hervez e vez kontet, an den diwezhañ hag a gomze ar yezh-se a-vihan a oa Dolly Pentraeth, ur werzhourez pesked. Marv e oa e 1777. Diouzh ar pezh a vez laret e oa bet he c'homzoù diwezhañ « Me ne vidn cewsel Sawsnek ! » (« ne fell ket din komz saozneg » ; ar frazenn vrezhonek tostañ a vefe « me ne vennan ket kaozeal saozneg ! »). E gwirionez ne oa ket honnezh an den diwezhañ hag a gomze kerneveureg : ur paotr anvet Chesten Marchant a vefe bet an hini diwezhañ, ha marv e oa diwezhatoc'h egeti. Ha prouennoù a zo, ez eus bet tud arall c'hoazh hag a gomze kerneveureg e-pad an 19vet kantved. Pesketerien ar vro o deus dalc'het da gontañ e kerneveureg betek ar bloavezhioù 1940. E gwirionez e oa c'hoazh un nebeud mengleuzierien hag a gomze c'hoazh ar yezh un tammig. Met moaien zo laret evelkent e oa Dolly Pentraeth unan ag ar re ziwezhañ a-raok an 20vet kantved hag a zeue flour ar c'herneveureg ganti.

A-c'houde penn-kentañ an 20vet kantved ez eus tud hag a glask lakaat ar yezh da vevañ en-dro, dreist-holl e lidoù kristen, kentelioù evit an dud vras pe evit ar vugale (e skolioù kentañ hag e skolioù eil derez zo). Evel-se, meur a gantad tud o deus desket un tammig kerneveureg da nebeutañ, ha miliadoù o deus bet darempred gant an traoù-se. Bep bloaz e vez skrivet muioc'h a levrioù er yezh-se ; bremañ ez eus muioc'h a levrioù e kerneveureg nevez eget a levrioù kozh e kerneveureg. Laret e vez ez eus 1500 a dud pe war-dro hag a c'hell komz flour e kerneveureg. Lod zo bet desavet er yezh-se memes : bugale emsaverien ar c'herneveureg eo ar re-se.

Doareoù-skrivañ

Pevar doare-skrivañ a vez implijet hiziv an deiz.

• An hini implijetañ, Kernewek Kemmyn ("kerneveureg kumun"), hag a vez graet gantañ gant 90% eus ar gerneveuregerien d'an nebeutañ, zo bet savet gant Ken George er bloavezhioù 1980. Klasket en deus Ken George chom an tostañ ar gwellañ ouzh fonologiezh ar c'herneveureg krenn evel ma'z eo bet adkrouet en e dezenn ('The Pronunciation and Spelling of Revived Cornish', 1986).

Nac'hañ a ra kerneveuregerien zo ober gant Kernewek Kemmyn, sañset "re vrezhonek" hervezo.

• Tud all a soñj dezho e vefe gwelloc'h chom tost ouzh yezh an XVIIIvet kantved. Ober a reont gant ur skritur saoznekaet hag a vez graet Kernuack Nowedga ("kerneveureg modern") anezhañ.
• Implijout a ra ar barzh kerneveureger Tim Saunders ur sistem ijinet gantañ e-unan hag a zo ur seurt mesklaj kemmyn-brezhonek.

Yezhadur

Ereadurezh ar c'herneveureg a zo hañval-bras ouzh hini ar brezhoneg. Ar fonetik 'zo hañval ouzh hini ar brezhoneg ivez, met arkaikoc'h eo. Ar gerioù a zo dishañvaloc'h (neoazh, gerioù ar c'herneveureg a zo hañvaloc'h ouzh ar brezhoneg evit ouzh re ar c'hembraeg) : bout ’zo lod-kaer a c'herioù ha na vezont kavet nag e kembraeg, nag e brezhoneg, ha gerioù amprestet diàr ar saozneg (saozneg en Amzer-Grenn pe an amzer a-vremañ) ’zo c'hoazh ivez.

Skouer un destenn e kerneveureg

(Penn-kentañ troidigezh kerneveurek an destenn vitologiezh kembraek Pwyll Pedeuic Dyued. Skritur ‘’Kernewek Unys’’).

Pwyll Pensevyk Dyved o arluth war seyth keverang Dyved. Hag ef ow tryga yn Arberth, y ben-lys, whans o dhodho mos helghya. An ran a'y dyr a vynna helghya o Glyn Cuch, ha'n nos-na ef eth war y hens a Arberth ha dos bys dhe Llwyn Diarwyd. Hag ena y fu an nos-na. Ha ternos, yn yowynkneth an jeth, sevel a wruk ha dos dhe Lyn Cuch, rak dyllo y gun y'n cos. Y whethas an corn ha dalleth an helva, ha holya y helgun, ha kelly y gescowetha. Hag ef ow colsowes orth lef y vagas-hel, y clewas lef nep bagas aral hag y nyns ens unlef, hag yth esens ow tos erbyn y vagas-ef. Hag ef a welas lanergh y'n cos, o leven y don. Ha pan dheth y helgun dhe vyn an lanergh, ef a welas carow arak an bagas-hel aral. Hag yn ogas dhe gres an lanergh, otena'n bagas esa war y lergh ow talghenna ynno ha'y dewla dhe'n dor. Ena y fyras orth lyw an cun, hep predery a vyras orth an carow. Hag a'n helgun oll re welsa y'n bys, bythqueth ny welsa cun o unlyw gansa-y. Ha'ga lyw o gwyn golow splan ha'ga dywscovarn o cough. Ha kepar del derlentry gwynder an cun yndella y terlentry coughter aga dywscovarn.Gans henna ef a gerdhas dhe'n cun ha chassya dhe ves an re na a lathsa an carow, ha bosa y gun y honen war an carow.

Keñveriañ ar C’herneveureg gant ar yezhoù predenek all

Sed amañ un daolenn evit keñveriañ geriaoueg ar yezhoù predenek :

Brezhoneg

Kerneveureg
(Kernewek Kemmyn)

Kembraeg

Butunat
C’hwibanañ
Er-maez
Gavr
Genoù
Gwenanenn
Gweuz
Gwiñver
Hiziv
Kador
Keuz
Kouezhañ
Niver
Perenn
Skol
Sterenn
Ti

Megi ['mɛ:gi]
Hwibana [ʍi'ba:na]
Yn mes [ɪn'mɛs]
Gaver ['gavər]
Ganow ['ga:nɔw]
Gwenenenn [gwɛ'nɛ:nɛn]
Gweus [gwœ:s]
Gwiwer ['gwi:wɛr]
Hedhyw ['hɛðɪw]
Kador ['ka:dɔr]
Keus [kœ:z]
Koedha ['ko:ða]
Niver ['ni:vɛr]
Perenn ['pɛ.rɛn]
Skol [skɔ:l]
Sterenn ['stɛ:rɛn]
Chi [tʃi:] (KN: [tʃəj])

Ysmygu
Chwibanu
Allan
Gafr
Genau
Gwenynen
Gwefus
Gwiwer
Heddiw
Cadair
Caws
Cwympo
Rhifyn
Peren
Ysgol
Steren

Mont pelloc’h ganti

• A Grammar of Modern Cornish, Wella Brown (ISBN : 1902917006)
• New Cornish Dictionary/Gerlyver Noweth Kernewek, R.Morton Nance (ISBN : 1901409031)
• Vocabularium Cornicum: Gerva Kernewek Koth, Jose Calvete (ISBN : 1902917413)

Liammoù diavaez

Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.