Walter Deverell : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: it:Walter Howell Deverell
Linenn 17: Linenn 17:
[[en:Walter Deverell]]
[[en:Walter Deverell]]
[[fr:Walter Deverell]]
[[fr:Walter Deverell]]
[[it:Walter Howell Deverell]]
[[nl:Walter Deverell]]
[[nl:Walter Deverell]]
[[no:Walter Howell Deverell]]
[[no:Walter Howell Deverell]]

Stumm eus an 5 Gou 2011 da 14:33

Livadur diwar As You Like It (William Shakespeare) gant Walter Deverell

Walter Howell Deverell (1añ a viz Here 1827 e Charlottesville, Virginia2 a viz C'hwevrer 1854 e Londrez) a oa un arzour breizhveuriat bet ganet er Stadoù-Unanet, hag a gemeras perzh el luskad rakrafaelour.

Ganet e voe Deverell e Charlottesville e Virginia, ha pa oa daou vloaz e tistroas e familh d'ar Rouantelezh-Unanet. Er Royal Academy e studias, hag eno e kejas gant Dante Gabriel Rossetti. Er memes stal-baour e labourjont e 1851. Ar Vreuriezh rakrafaelour a oa bet savet e 1848, ha dindan levezon Rossetti e krogas Deverell da livañ taolennoù rakrafaelour, en ur virout memes tra levezonioù klaseloc'h evel hini Charles Robert Leslie. Gant Deverell e voe dizoloet Elizabeth Siddal, ar plac'h a voe patrom pennañ ha kentañ ar rakrafaelourien. Pa'z eas kuit James Collinson eus ar Vreuriezh e kinnigas Rossetti ma vefe kemeret e plas gant Deverell, met biskoazh ne voe kemeret an diviz.

Livadur diwar Twelfth Night (William Shakespeare) gant Deverell

N'en doe ket amzer Deverell da sevel kalz oberennoù : pevar livadur a ziskouezas er Royal Academy a-raok mervel d'an oad a 27 vloaz abalamour da gleñved Bright.