Vientiane : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 7: Linenn 7:
Evit an istorourien e vije bet Vientiane un drevadenn [[khmer|ghmer]] savet tro-dro d'un templ [[hindouegezh|hindou]]. En XIvet ha XIIvet kantved e vije erruet ar pobloù Lao ha Thai e gevred [[Azia]]. Ar Ghmered diwezhañ a oa c'hoazh er c'horn-bro a voe neuze lazhet, dilec'hiet pe heñvelaet ouzh ar sevenadur lao.
Evit an istorourien e vije bet Vientiane un drevadenn [[khmer|ghmer]] savet tro-dro d'un templ [[hindouegezh|hindou]]. En XIvet ha XIIvet kantved e vije erruet ar pobloù Lao ha Thai e gevred [[Azia]]. Ar Ghmered diwezhañ a oa c'hoazh er c'horn-bro a voe neuze lazhet, dilec'hiet pe heñvelaet ouzh ar sevenadur lao.


E 1354 e voe savet ar rouantelezh [[Lan Xang]] gant [[Fa Ngum]] ha Vientiane a deuas da vezañ ur gêr velestradurel a-bouez. E 1563 e voe lakaet da gêrbenn ar rouantelezh gant ar roue [[Setthathirath]] evit en em virout diouzh an aloubadegoù birman. Goude diskar Lan Xang e 1707 e teuas Vientiane da vezañ ur rouantelezh dizalc'h. E 1779 e voe aloubet gant ar [[Siam]]. Da heul emsavadeg c'hwitet ar roue [[Anouvong]] e voe diskaret Vientiane gant armeoù ar Siam ha skarzhet kement tra a denne d'ar sevenadur lao. Pa erruas ar [[bro-c'hall|C'hallaoued]] e oa digenvez ar c'horn-bro ha koulz lâret steuziet Vientiane er goadeg. E 1899 e teuas da vezañ kêrbenn ur [[gwarezveliezh|warezveliezh]] c'hall.
E 1354 e voe savet ar rouantelezh [[Lan Xang]] gant [[Fa Ngum]] ha Vientiane a deuas da vezañ ur gêr velestradurel a-bouez. E 1563 e voe lakaet da gêrbenn ar rouantelezh gant ar roue [[Setthathirath]] evit en em virout diouzh an aloubadegoù birman. Goude diskar Lan Xang e 1707 e teuas Vientiane da vezañ ur rouantelezh dizalc'h. E 1779 e voe aloubet gant ar [[Siam]]. Da heul emsavadeg c'hwitet ar roue [[Anouvong]] e voe diskaret Vientiane gant armeoù ar Siam ha skarzhet kement tra a denne d'ar sevenadur lao. Pa erruas ar [[bro-C'hall|C'hallaoued]] e oa digenvez ar c'horn-bro ha koulz lâret steuziet Vientiane er goadeg. E 1899 e teuas da vezañ kêrbenn ur [[gwarezveliezh|warezveliezh]] c'hall.


E-pad an [[Eil Brezel-bed]] e voe aloubet gant ar [[japan|Japaniz]] d'an 9 a viz Meurzh 1945 hag adkemeret gant ar C'hallaoued d'ar 24 a viz Ebrel 1945.
E-pad an [[Eil Brezel-bed]] e voe aloubet gant ar [[japan|Japaniz]] d'an 9 a viz Meurzh 1945 hag adkemeret gant ar C'hallaoued d'ar 24 a viz Ebrel 1945.

Stumm eus an 4 Gou 2011 da 22:55

Patuxai, savet evit lidañ dizalc'hiezh Laos

Vientiane (e laoeg: ວຽງຈັນ) eo kêrbenn ha kêr vrasañ Laos, war ribl ar Mekong, e-tal da Thailand. Ouzhpenn 700.000 annezad zo enni.

Er meurgan laosat Phra Lak Phra Ram eo dezrevellet e voe savet ar gêr gant ar priñs Thattaradtha pa guitaas ar rouantelezh Muong Inthapatha Maha Nakhone. Sevel a reas Thattaradtha ur gêr anvet Maha Thani Si Phan Phao war ribl kornôg ar Mekong (ar gêr-se a vije deuet da vezañ Udon Thani e Thailand). Un deiz e teuas un naga davet Thattaradtha ha lâret dezhañ sevel ur gêr nevez war ribl reter ar Mekong, e-tal Maha Thani Si Phan Phao. Anvet e voe ar gêr nevez-se Chanthabuly Si Sattanakhanahud, deuet da vezañ Vientiane hiziv an deiz.

Evit an istorourien e vije bet Vientiane un drevadenn ghmer savet tro-dro d'un templ hindou. En XIvet ha XIIvet kantved e vije erruet ar pobloù Lao ha Thai e gevred Azia. Ar Ghmered diwezhañ a oa c'hoazh er c'horn-bro a voe neuze lazhet, dilec'hiet pe heñvelaet ouzh ar sevenadur lao.

E 1354 e voe savet ar rouantelezh Lan Xang gant Fa Ngum ha Vientiane a deuas da vezañ ur gêr velestradurel a-bouez. E 1563 e voe lakaet da gêrbenn ar rouantelezh gant ar roue Setthathirath evit en em virout diouzh an aloubadegoù birman. Goude diskar Lan Xang e 1707 e teuas Vientiane da vezañ ur rouantelezh dizalc'h. E 1779 e voe aloubet gant ar Siam. Da heul emsavadeg c'hwitet ar roue Anouvong e voe diskaret Vientiane gant armeoù ar Siam ha skarzhet kement tra a denne d'ar sevenadur lao. Pa erruas ar C'hallaoued e oa digenvez ar c'horn-bro ha koulz lâret steuziet Vientiane er goadeg. E 1899 e teuas da vezañ kêrbenn ur warezveliezh c'hall.

E-pad an Eil Brezel-bed e voe aloubet gant ar Japaniz d'an 9 a viz Meurzh 1945 hag adkemeret gant ar C'hallaoued d'ar 24 a viz Ebrel 1945.