Revr : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→‎Ur ger hollek: ster all ouzhpennet ha liammoù
→‎Ur ger hollek: Lemel ur frazenn ha ne zere ket ouzh un holloueziadur
Linenn 27: Linenn 27:
==Ur ger hollek==
==Ur ger hollek==
Pa gomzer eus ar revr e komzer eus un [[hollad]] a zo anezhañ : ar [[feskenn]]où (pe ar ''peñsoù''), ar [[ridell]], hag ar [[fraezh]] (pe an ''toull-revr'').
Pa gomzer eus ar revr e komzer eus un [[hollad]] a zo anezhañ : ar [[feskenn]]où (pe ar ''peñsoù''), ar [[ridell]], hag ar [[fraezh]] (pe an ''toull-revr'').

Implijet e vez ivez ar ger [[revr]] dre astenn evit kaozeal deus an [[rev]] , ar [[reizh]].


==Ur ger naturel==
==Ur ger naturel==

Stumm eus an 2 Gou 2011 da 15:38

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Revr er
wikeriadur, ar geriadur frank.


Revr paotr.
Restr:Backtowel2.jpg
Revr plac'h.
Venere Callipige, Gwener klunet kaer.

Ar revr eo al lodenn eus korf an den hag al loened troadek etre an divgroazell hag an divvorzhed. Meneget eo er C'hatholicon dindan ar stumm reffr (1499).

Korfadurezh

Ar revr zo anezhañ kigennoù ( ar glutealioù bras, krenn, ha bihan) hag un tamm druzoni, hervez an dud. Dre vras e vez drusoc'h revrioù ar merc'hed, ha kelc'hiekoc'h.

Kavet ez eus bet revrioù kalz tevoc'h gant pobloù zo, evel an Hottentoted. E 1810 e voe degaset Saartjie Baartman (1789 – 29 Kerzu 1815), un Afrikanez revrek da Londrez da vezañ diskouezet er foarioù. Mervel a reas e Pariz e 1816. Er Muséum national d'histoire naturelle e voe moulet he c'horf ha miret hec'h eskern; hec'h organoù engehentiñ hag hec'h empenn, a veze diskouezet betek 1974 er Musée de l'Homme. Daskoret e voe korf ar Gwener hottentot da Suafrika e 2002.

Maouez ha gwaz Khoikhoi (treset e 1900). Steatopygia a vez lavaret eus ar revrioù a zo dreist ment re ar pobloù all.


Revr an traoù ivez

Komzet e vez eus revr an traoù ivez : pep a revr o deus ar pod-houarn, ar vag, ar c'harr, ar c'hanol, ar gwez (kentoc'h pa vezont en o led).

  • A-wechoù e talv kement ha 'lodenn izelañ an dra', an hini dostañ eus an douar (revr ur voutailh), pa vez laret: Lak ar sac'h war e revr!
  • A-wechoù e talv 'lodenn bellañ diouzh ar penn' (revr ar c'harr). Da neuze e c'haller ober ivez gant ar ger lost, damheñvel e ster: komzet e vez eus lost ar c'harr, hag e-touez an anvioù-tud deuet diwar anvioù-lec'hioù e kaver Lostanlenn.

Dereadegezh

Koulskoude, diwar levezon ar galleg moarvat, hag ar sevended degaset gantañ marteze, eo aet ar ger revr e-maez a implij tamm-ha-tamm e troiennoù zo dre ma 'z eus gerioù all kevatal dezhañ: daoust hag en abeg da se eo e kaver ar ger kil e-lec'h revr en droienn "penn-kil-ha-troad"?

  • Gant Marie-Hélène Morvan, eus Strollad Kallag, e klever "penn-revr hag all".

Ur ger hollek

Pa gomzer eus ar revr e komzer eus un hollad a zo anezhañ : ar feskennoù (pe ar peñsoù), ar ridell, hag ar fraezh (pe an toull-revr).

Ur ger naturel

Ar braz eus an dud a ra gant ar ger en un doare naturel evit komz eus al lodenn-se eus ar c'horf a zo e traoñ ar c'hein hag a seblant graet evit azezañ muioc'h eget evit kaout taolioù botoù. Sede troioù-lavar a ziskouez an daou implij-se:

  • Bezañ bouc'h e revr, pe bezañ ur bouc'hrevr, zo un heñvel: kaout diaezamant o redek pe o kerzhout zoken.
  • Bezañ fri ha revr: en em glevout mat kenañ
    • Ar re-se zo fri ha revr!
  • Bezañ moan e revr, ha Tapout ur revriad aon, a zo un heñvel.
  • Bezañ kras e revr evel un dorchenn blouz, bezañ pinvidik ha pizh (Tro-lavar implijet er gontadenn Noblañs gant Jakez Konan).
  • Bezañ krog (peg) un dra bennak e revr unan bennak: kaout c'hoant d'ober un dra bennak. Petra zo peg e-barzh revr hemañ adarre?
  • Bezañ leun e revr: bezañ mezv.
  • Bezañ paour e revr a zo kreñvoc'h eget bezañ paour hepken.
  • Bezañ poazh e revr, pe Bezañ holen kras en e revr: kaout c'hoant da fiñval, da vont da lec'h all.
  • Bezañ skuizh e revr gant un dra bennak: a zo kreñvoc'h eget bezañ skuizh hepken.
  • Bezañ war gab e revr: bezañ azezet, pa gomzer eus loened zo (ki, kazh, louarn, bleiz).
  • Kaout war e revr: tapout taolioù warnañ. Bez 'po war ho revr!
  • Kouezhañ war e revr, un dra boanius, hervez ar c'hrennlavar izeloc'h.
  • Lakaat e fri e revr unan bennak: tro-lavar dizereat a vez implijet evit kas kuit unan bennak diwar-dro. Lakait ho fri em revr: ne ran forzh eus pezh a larit.
  • Redek e revr: redek ar vro. Hennezh a vez ordinal o redek e revr. Ur reder-e-revr a vez atav war an hentoù.
  • Sachañ ar revr: mont kuit; implijet evel-hen: "Sach da revr ganit!"
  • Sevel ar revr: sevel. Sav da revr alese!
  • Tapout taolioù botoù e-barzh ar revr.
  • Krediñ lavarout eo e revr dezhañ: krediñ kaozeal pe sevel ar vouezh.
  • Terriñ ar revr: skuizhañ penn unan bennak. Arabat dit dont da derriñ ma revr gant ar c'hozh ti brein-se ken!
  • Teurel ar revr war ur gador. Dibalamour a-walc'h eo lavarout Taol da revr, sevenoc'h ha dereatoc'h e vo kavet lavarout Taol da bouez.

Ur ger lous

Marc'hhouarnerien livet o revrioù

Lod tud a gav koulskoude eo ur ger lous, hag e kavont gwelloc'h ober gant ar ger penn a-dreñv.

Koulskoude ez eus un implij dizereat splann eus ar ger pa vez kemeret da skeudenniñ ar vuhez reizhel ha dreist-holl hini ar merc'hed e genoù paotred zo pa gomzont eus

  • ur revr skorn, ur revr yen, hag ur revr goad,
  • ur revr domm, ur revr boazh.

En un doare gros e klever troiennoù evel:

  • Ma revr!
  • Ma revr gant al laboused!
  • Komz d'am revr, ma beg zo klañv!

Gerioù all

David kizellet gant Donatello, gwelet eus a-dreñv

Sede un nebeud gerioù all a reer ganto evit chom hep ober gant ar ger revr:

  • penn a-dreñv
  • feskennoù
  • divglun, eus ar ger klun, nebeud anavezet nemet e Bro-Wened;
  • pastelloù
  • moñselloù
  • leternioù
  • talier

Gerioù deveret

  • revreg pe revrieg, revrek pe revriek (ar stumm eg eo a gaver gant Jules Gros).
    • Ur revreg zo ur paotr gant ur pezh revr. Ur revregez zo ur plac'h.
    • An troiennoù "pennek-ha-revrek" pe "daoubennek-daourevrek": Lak da gaol pennek-ha-revrek.
  • revriañ a zo kement hag ober ur revr: revriañ ur bragoù, lakomp; revriañ ur c'helorn a zo kement ha stradañ anezhañ;
  • revrad, pe revriad. Ur revrad a c'hall bezañ:
    • un taol war ar revr (komzet e vez ivez eus feskennad, pe peñsad)
    • pe un tortad, un toullad, ur c'horfad, ur sac'had. Ober ur revrad a raio an hini a ev re.
    • ur bern traoù: ur revriad traoù
      • Mont da gerc'hat ur revrad dour, a zo mont dindan ar glav da vezañ glebiet
    • un dra vras: ur revriad aon, ur revriad vezh
    • ur revriad hini, da lavarout eo ur pezh hini, ur mell hini.
  • direvr: ur c'helorn, ur baner, a c'hall bezañ direvr
  • direvrañ a zo koll ar revr, pe marteze koll ar spered: "Hennezh a zo prest da zirevrañ gant ar c'hoant da vont d'ar pardon (Jules Gros)
  • a-revr, en droienn chom a-revr: labour chomet a-revr a zo labour a dleje bezañ echu ha n'eo ket graet c'hoazh.

Gerioù gant revr enno

Dispakadeg revrioù en ur skol-veur stadunanat
  • revr-bezel
  • revr-noazh (pesk)

Kemmadur

A-wechoù e vez graet ar c'hemmadur dre vlotaat war-lerc'h ar ger gourel revr, evel pa vije ur ger benel. Lavaret e vez : ur revr dev, ur revr gaoc'h.

Madigoù eus Japan, stummet evel revrioù.

Pennad kar

Levrioù implijet da sevel ar pennad

  • Geriadur brezhoneg an Here, 2001. Ar pennadoù REVR ha REVRIAD, pajenn 1109.
  • Jules Gros, Le Trésor du Breton Parlé, 2ème partie, Librairie bretonne Giraudon, 1977: ar pennad REVR, pajennoù 442, 443, 444, hag ar pennadoù REVRAD ha REVREG.