Kelc'h Maksen Wledig

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Diaspad)

Kelc'h Maksen Wledig a zo ur c'helc'h nevezpagan, impalaerel brezhon, elese kevreadelour, stadelour, o vodañ Frañsizion eus an tu-dehoù pellañ evit stummañ Brezhoned ganto. « Kelc’h Maksen Wledig » a zo bet krouet e 1983 e Pariz gant Yann-Ber Tihernon, rener savour, asambles gant Bernez Jestin, Ronan Jolais, Philippe Jouet, Goulven Pennaod.

Dont a reas da vout perc'henn war ti Kêr-Vreizh, kreizenn sevenadurel breizhat, e miz Gouere 1985. Pelloc'h e voa cheñchet an anv da gKervreizh. Bernez Jestin a guitaas Kêrvreizh e miz Ebrel 1986.

Embann a reas ar gelaouenn Diaspad a oa prederouriezhel, politikel, arzel, armerzhel, istorel. Skrivet e oa e brezhoneg hag e galleg.

Ar c'helc'h a oa levezonet gant an drouizelezh ha gant koun an impalaer roman Maksen. Enni e veze roet an enorioù a varzh pe a zrouiz. Olier Mordrel ha Tieri Gwigourel a gemeras perzh enni.

Chom a ra dreist-holl ul lec'hienn-internet anezhañ, meret gant Yann-Ber Tillenon.

Ere diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]