Dezrevell Kaezar
An Dezrevell Kaezar (Saozneg: Caesar report), eus e anv gwirion leun A Report into the credibility of certain evidence with regard to Torture and Execution of Persons Incarcerated by the current Syrian regime, zo un dezrevell 31 bajenn diwar-benn al lazhadegoù sevenet gant renad Bashar Al-Assad e Siria abaoe penn-kentañ an emsavadegoù er vro e 2011.
An dezrevell a oa bet savet gant tri alvokad, daou Saoz hag ur Stadunanad, arbennigourien war an torfedoù-brezel: Desmond de Silva ha David Crane (daou brokulor el lez-varn ispisial evit Sierra Leone) ha Geoffrey Nice, bet prokulor e-pad prosez prezidant kozh Yougoslavia, Slobodan Milošević. Sikouret int bet gant ur skipailh medisined gwiraourien[1].
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bro Qatar, harper an emsaverien e Siria, en doa bet karget ar gambr-studi gwir Carter-Ruck and Co da sevel un enklask evit gouzout ha torfedoù brezel a oa graet e Siria gant gouarnamant Bashar Al-Assad ha peseurt re[2].
An tri alvokad kemennet gant ar c'huzulva ha gant sikour dielloù ha komzoù "Kaezar", lesanv un ez-poltrijer korfoù tec'het diouzh Siria e 2014 gant 55 000 poltred korfoù, o deus bet savet un dezrevell.