Mont d’an endalc’had

Devezhioù Mezheven

Eus Wikipedia

 

Labouradegoù broadel e Champ-de-Mars. Engravadur gant Bouton tennet eus al levr Histoire de la Révolution de 1848 .

Devezhioù Mezheven a zo anv un emsavadeg labourerien e Pariz (Bro-C'hall) eus an 22 betek ar 26 a viz Even 1848. En em savet eo al labourerien evit enebiñ ouzh serriñ al labouradegoù broadel .

An enkadenn ekonomikel ha sokial kroget e 1847 he doa maget enebiezh ar bobl a-enep ar vonarkiezh a zegasas dispac'h miz C'hwevrer 1848. Evit diskoulmañ ar baourentez o kreskiñ abalamour d'an dilabour e voe krouet al labouradegoù broadel gant gouarnamant nevez ar Republik. Kreskiñ a reas buan-kenañ an niver a dud implijet gant ar Stad, evit tizhout 115 000 labourer a-benn daou viz.

Ar vourc'hizien hag o strolladoù politikel, kaset gant Alfred de Falloux, a gavas abeg er mennozh abalamour d'e goust. Kregiñ a reas neuze un enebiezh kriz etre ar Republikaned-Mirourien hag ar Vonarkisted en un tu, hag ar Republikaned-Sokial en tu all. Goude ma voa gounezet an dilennadegoù kannaded gant ar re gentañ, aozet e voe ur vanifestadeg veur d'ar 15 a viz Mae. Toullbac'het e voe pennoù ar Republikaned-Sokial goude bezañ klasket ganto aloubiñ ti-kêr Pariz.

Serriñ al labouradegoù broadel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dilennadegoù deroù miz Even 1848 a voe gounezet gant ar Republikaned-Mirourien. Hep ar pennoù dispac'hel toullbac'het e voent dieub da lakaat o folitikerezh e pleustr. Tagañ a rejont neuze al labouradegoù broadel, arouez ar politikerezh sokial lakaet e plas goude dispac'h miz C'hwevrer 1848.

D'an 19 hag 20 a viz Even e voe mouezhiet gant ar Vodadenn Vroadel diskar al labouradegoù broadel. Al labourerien dindan 25 bloaz a rankas mont d'an arme, ar peurrest a voe kaset da sevel kanolioù. Goude bezañ embannet an dekred-se en em savas al labourerien barizian : stoc'het e voe straedoù Pariz ha reter ar gêr-benn a voe dalc'het ganto.

Urzh an darvoudoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 23 a viz Even : penn-kentañ an emsavadeg poblek, staliet e voe ar stoc'hoù kentañ. Kaset e voe an arme gant ar jeneral Louis Eugène Cavaignac, tarzhañ a reas an emgannoù.
  • 24 a viz Even : karter ar Panteon a voe taget gant an arme. Ur rejimant Gwarded Republikan a zeuas a-benn da skarzhañ 1500 labourer stoc'het eno, met lazhet e voe ar jeneral Damesme en emgann.
  • 25 a viz Even : Arc'heskob Pariz, an Aotrou Affre, a voe lazhet war ar stoc'hoù, met daou jeneral a voe lazhet e tu ar Republik.
  • 26 a viz Even : Ar stoc'h diwezhañ a gouezhas war ar faubourg Saint-Antoine. Toullbac'het e voe Louis Blanc, ur c'hannad tost ouzh mennozhioù an emsavadeg.
  • 28 a viz Even : ar Vodadenn Vroadel a drugarekaas ar jeneral Cavaignac o reiñ penn ar gouarnamant dezhañ.
Lazhadegoù miz Even 1848.

Dre ma ne oa nemet 3000 archer e Pariz, dibosupl e oa dezho herzel an emsavadeg. Chom a rejont da gelaouiñ gouarnamant da c'hortoz ar jeneral Louis-Eugène Cavaignac. Hennezh a gasas 25 000 soudard ha 17 000 gward broadel, mui 15 000 gward fiñvus ha 2 500 archer. 1600 anezho a varvas e Devezhioù Mezheven, mil soudard ha gward broadel en o zouez.

Mougadeg an dispac'h parizian gant ar Republik a voe gwadek-kenañ[1]. An niver a emsaverien lazhet e-pad an emgannoù n'eo ket anavezet resis, met etre 3 000 ha 5000 a varvas war ar stoc'hoù. Dav eo ouzhpennañ war-dro 1 500 fuzuilhet hep bezañ barnet. 25 000 den a voe tapet ha 11 000 anezho kondaonet d'an toull-bac'h pe kaset da Aljeria.

Karl Marx ha Friedrich Engels a zielfennas an dispac'h-se evel ganedigezh dizalc'hiezh luskad al labourerien. Gwelet e voe daou du en un doare splann hervezo : hini ar vourc’hizien, laouen gant ar Republik vonreizhel, hag ar vicherourien o tifenn o gwirioù ha prest da vountañ war-zu ur renad nevez.

Ar republikanouriezh a zeuas da vezañ mirour d'ar mare-se e Bro-C'hall, padal e chomas luskadoù republikanour iwerzhonat pe spagnolat dispac'hour betek kreiz an XXvet kantved.

Aonik dirak tarzhadenn un emsavadeg all, ar vourc'hizelezh c'hall a zistrujas hêrezh sokial dispac'h 1848 hag a vountas evit distro an urzh, arouezet gant Louis-Napoleon Bonaparte. Ar Republik a voe diskaret gantañ aes a-walc'h, dre ma oa bet kollet ganti fiziañs ar vicherourien hag ar Republikaned techet d'en em zifenn war ar stoc'hoù[2].

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) Sylvie Aprile, La IIe République et le Second Empire, Pygmalion, 2000.
  2. (fr) Karl Marx, Le 18 Brumaire de Louis Bonaparte, Pariz, embanandurioù Gallimard, 2007, 1852, p. 185. Meneget e Hayat 2014, p. 20.