Mont d’an endalc’had

Desperate Housewives

Eus Wikipedia
Desperate Housewives
Krouer Marc Cherry
Aktourien bennañ Teri Hatcher
Felicity Huffman
Marcia Cross
Eva Longoria
Nicollette Sheridan (koulzad 1 betek 5)
Dana Delany (koulzad 4 betek 6)
Vanessa Williams (koulzad 7 betek 8)
Brenda Strong
Bro orin Stadoù-Unaned
Doare Komedi dramaek
Koulzadoù 8
Abadennoù 180

Desperate Housewives (Maouezed er gêr dizesperet), zo un heuliad skinwel stadunanat, ennañ 180 rann 42 munutenn pep hini, savet gant Marc Cherry ha skignet etre an 3 a viz Here 2004 hag an 13 a viz Mae 2012. Anavezet eo an heuliad evit bezañ kemeret perzh e adsavidigezh an heuliadoù skinwel a-vremañ hag evit bezañ nevesaet ar soap opera.

An heuliad a ziskouez buhez pemdeziek peder maouez : Susan Mayer, Lynette Scavo, Bree Van de Kamp ha Gabrielle Solis. Bevañ a reont e straed ar Glisin (Wisteria Lane), ur bannlev pinvidik eus Fairview (lec'hiet e qtad faltaziet Erer), ur skouer stereotipel eus karterioù annez ar renkad etre uhel eus ar Stadoù-Unanet. Mary Alice Young, mignonez d'an harozezed, en em lazh e penn-kentañ ar rann gentañ, hag a gomz eus bed an anaon diwar-benn an istorioù disheñvel en ur veskañ fent, drama ha kevrin ma kemer perzh ar peder maouez enno. A-feur ma 'z a ar prantadoù war-raok e teu merc'hed dizesperet all ganto, en o zouez Edie Britt, ur « debrerez-paotr » hag ur waskerez, Betty Applewhite, ur sonerez piano gozh, Katherine Mayfair, ur vaouez er gêr gant un amzer dremenet trubuilhet, Angie Bolen, un Italianez-Stadunanadez gant un amzer dremenet torfedourez ha Renee Perry, ur vaouez pinvidik dimezet.

Fichenn deknikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Titl orin : Desperate Housewives
  • Titl brezhoneg : Maouezed er gêr dizesperet
  • Krouadenn : Marc Cherry
  • Senario : Marc Cherry (scénariste principal)
  • Rener al luc'hskeudenniñ : Brian Jewell, Erik Carlson
  • Kinkladur : Erica Rogalla
  • Gwiskamant : Catherine Adair, Enid Harris
  • Frammañ : Andrew Doerfer, Jonathan Posell, Karen Castañeda, Nancy Morrison, Troy Takaki, Kaja Fehr, Brent White
  • Sonerezh : Steve Jablonsky, Steve Bartek
  • Produiñ : Marc Cherry, Charles Skouras III, George W. Perkins, Stephanie Hagen, Larry Shaw, David Grossman, Sabrina Wind, Bob Daily, John Pardee, Alexandra Cunningham, Joey Murphy (ouzhpenn 100 rann)
  • Embregerezh produiñ : Cherry Alley Productions, Cherry Productions, ABC Studios
  • Skigner[1] : ABC (Stadoù-Unanet) ; CTV (Kanada) ; M6 Canal+ (Frañs) ; Canvas (Belgia)
  • Bro orin : Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
  • Yezh orin : saozneg
  • Stumm : Livioù - 35 mm - 1,78:1 - Son stereo
  • Rumm : komedienn drama
  • Padelezh pep rann : 45 munutenn
  • Deuet er-maez  :

Dasparzhadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aktourien bennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Fiche technique de Desperate Housewives'
    (en)
    . Kavet : an 20 a viz Du 2011.
  2. Patrom:Lien web.
  3. Pour l'anecdote, c'est Claire Guyot qui doublait Eva Longoria dans la série Dragnet en 2003.


Fazi arroud : <ref> balizennoù zo evit ur strollad anvet "N", met n'eus bet kavet balizenn <references group="N"/> ebet a glotfe