Descrizione del modo tenuto dal Duca Valentino nello ammazzare Vitellozzo Vitelli, Oliverotto da Fermo, il Signor Pagolo e il duca di Gravina Orsini

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Descrittione del modo tenuto dal Duca Valentino nello ammazzare Vitellozzo Vitelli, Oliverotto da Fermo, il Signor Pagolo e il duca di Gravina Orsini zo ur skrid istorel berr en italianeg gant Niccolò Machiavelli, savet e 1503.

Danvez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kontañ a ra Machiavelli penaos e voe lazhet Vitellozzo Vitelli, Oliverotto da Fermo, Paolo Orsini ha Francesco Orsini, gant Cesare Borgia e Senigallia. Deuet e oant d'ober emglev gantañ, pedet gantañ, d'an 31 a viz Kerzu 1502-se, da gorfata, war-lerc'h bet oc'h iriennañ enep dezhañ (congiura della Magione, e miz Here 1502), ha krouget gant pennmuntrer Cesare Borgia, Michelotto Corella, p'edo deiz ar 1añ a viz Genver 1503 o sevel, e-keit ma oa o arme o lakaat seziz war ar c'hreñvlec'h difennet gant Andrea Doria.

Moarvat e voe kontet an dro gant ar muntrer Michelotto Corella d'an oberour: dre hanterouriezh an oberour e voe gopraet Corella gant kêr Firenze e 1505.

Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]