Derventio (Papcastle)

Eus Wikipedia

Derventio, anvet ivez Derventio Carvetiorum, a oa ur c'hreñvlec'h roman e hanternoz Enez Vreizh, e Papcastle war ar stêr Derwent. Savet e voe ur c'hreñvlec'h gant prenn da gentañ, hag adsavet gant mein da c'houde. Meneget eo Derventio gant Dizanv Ravenna[1]

En-dro d'ar c'hreñvlec'h e oa un tammig kêr ivez (vicus).

En 12vet kantved e voe implijet mein ar c'hreñvlec'h roman gant an Normaned evit sevel Kastell Cockermouth[2].

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel evit Derventio Brigantum, dont a rafe an anv-lec'h Derventio eus ar elfenn *daru-, *deru- (= derv) ha talvezout a rafe kement ha "stêr an derv".<ref>Rivet & Smith, p. 334/<ref>

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. A.L.F Rivet & Colin Smith : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. Embannadur 1982. p. 334 : Ravenna 1076 : Derventione.
  2. Cockermouth Castle. Heritage Open Days (September 2015). Kavet : 6 January 2016.