Derringer (pistolenn)

Un derringer, pe deringer, zo un doare pistolenn-c'hodell ijinet e 1825 gant Henry Deringer, un armeurer e Philadelphia (Stadoù-Unanet). Poblek-kenañ e voe en XIXvet kantved.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skouerenn gentañ an arm a oa ur bistolenn gant ur blatinenn dre skeiñ hag ur c'hanol hepken. Bihan a-walc'h e oa, ha dre se e teuas da vezañ priziet e-touez tud hag a felle dezhe dougen armoù kuzhet abalamour d'o oberioù, evel poliserien pe dorfedourien, hag e-mesk ar boblañs e Norzhamerika dre vras[1].
Ouzhpenn 10 000 skouerenn eus ar bistolenn orin hag eus e adstummoù a voe gwerzhet gant Henry Deringer betek e varv e 1868, met abalamour da verzh an arm e voe produet kalz stummoù disheñvel gant embregerezhioù all. An hini vrudetañ anezhe eo ar Remington Model 95, ur bistolenn daou ganol kambret e .41 Short[2]. Colt a broduas armoù a seurt-se ivez. Kalibr an derringers a ya eus .31 (7,75 mm) betek .55 meutad (13,75 mm) peurliesañ. Ar pistolennoù a heulias emdroadurioù ar munisionoù en XIXvet kantved : azasaet e voent evit ar c'hartouchennoù skoet war o zro da gentañ, ha skoet en o c'hreiz war-lerc'h[1]. N'eo ket resis ar pistolennoù Derringer abalamour da hirder o c'hanol, met efedoù a bouez o deus war o sibl pa vezont tennet a-dost.

Implij pistolennoù Deringer zo testeniekaet e meur a zarvoud liesseurt. Unan anezhe, un duvell e San Diego e 1852, a voe kontet gant ur c'hazetenner hag a reas gant an anv Derringer, gant daou r e-lec'h unan. Ar stumm faziek-mañ a zeuas da vezañ an hini implijetañ war-lerc'h[1]. Ur bistolenn Deringer kalibr .44 a voe implijet evit drouklazhañ ar prezidant stadunanat Abraham Lincoln e miz Ebrel 1865[3].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 2 3 (fr) LESPART Michel, Les armes de la conquête de l'Ouest, Jean Dullis Éditeur, 1975, 174 p., pp. 36-46
- ↑ (fr) HOUSTON Rob, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, ISBN 978-2035979650, p. 125
- ↑ (en) Booth’s Deringer, Ford's Theatre (lennet d'an 13/06/2026)