Der Struwwelpeter

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Der Struwwelpeter (Embannadur 1858)

Der Struwwelpeter zo ul levr alamanek evit bugale, embannet e 1845, skrivet gant ur bredvezeg alaman, Heinrich Hoffmann (1809-1894), eus Frankfurt.

Danvez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Al levr zo anezhañ dek kontadenn e stumm fablennoù gant klotennoù (n'haller ket komz eus barzhoniezh) evit bugale, ha skeudennoù e liv war bep pajenn. Ur gentel zo e pep kontadenn, da ziskouez e c'hoarvez droug atav d'ar vugale fall ha disent war un ton sarmon damfentus. Dont a ra titl al levr eus ar gontadennig kentañ, Struwwel-Peter, a c'hallfe bezañ Pêr Diskramailh ma vefe lakaet e brezhoneg.

An istorioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Nikolas, o vont da lakaat bugale en ur podad liv du. Skeudenn eus embannadur 1917.
  1. "Struwwelpeter" zo ur paotr re hir e vlev hag e ivinoù.
  2. "Die Geschichte vom bösen Friederich" (Istor Friederich), a gont istor ur paotr drouk hag a sko gant al loened. Dantet eo gant ur c'hi hag a zebr e silzigenn, ha ret dezhañ chom en e wele.
  3. "Die gar traurige Geschichte mit dem Feuerzeug" (Istor spontus an alumetez), ur plac'h a c'hoari gant alumetez ha mervel a ra en tan .
  4. "Die Geschichte von den schwarzen Buben" (Istor ar Baotred du), "Nikolas" [1] a dap tri faotr o wallgas ur bugel du. Da zeskiñ drezho e soub anezho en ur podad liv du.
  5. "Die Geschichte von dem wilden Jäger" (Istor ar chaseour gouez). Ur c'had a laer fuzuilh ar chaseour, hag a glask tennañ warnañ. Ar chaseour a gouezh en ur puñs.
  6. "Die Geschichte vom Daumenlutscher" (Istor ar paotr a chute e viz). Ur vamm a lavar d'he mab paouez a chutal e viz. Koulskoude, kenkent ha kuit ar vamm e kêr ec'h adkrog ar bugel da chutal e veud. Pa zegouezh ur c'hemener gant e sizailh e troc'h e veudoù.
  1. "Die Geschichte vom Suppen-Kaspar" (Istor Kaspar hag e soubenn). Augustus, paotr yac'h ha kreñv a lavar ne zebro ket e soubenn ken. Ken e varv.
  2. "Die Geschichte von Hans Guck-in-die-Luft" (istor Yann savet e fri) zo diwar-benn ur paotr ha ne sell ket pelec'h e kerzh.
  3. "Die Geschichte vom fliegenden Robert" (Istor Robert), Robert zo er-maez dindan ar barramzer. Kaset eo gant azn avel, krog en e zisglavier.
Zappel-Philipp. Skeudenn eus embannadur 1845.

Troidigezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Troet eo bet e meur a yezh.

Mirdi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur mirdi zo bet savet d'ar Struwwelpeter e Frankfurt.

C'hoariva[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hoariet ez eus bet meur a arvest tennet eus al levrig, ha filmoù zo bet ivez.

Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]