Mont d’an endalc’had

Departamant an Difenn (Stadoù-Unanet)

Eus Wikipedia
Departamant an Difenn ar Stadoù-Unanet
ministrerezh an difenn, United States federal executive department, ministrerezh ar Brezel
Deiziad krouiñ10 Eos 1949 Kemmañ
Anv ofisielUnited States Department of Defense Kemmañ
Anv er yezh orinUnited States Department of Defense Kemmañ
Anv berrDoD, DOW Kemmañ
DiazezerHarry S. Truman Kemmañ
Den e penn an aozadurUnited States Secretary of Defense Kemmañ
PrezidantPete Hegseth Kemmañ
StadStadoù-Unanet Kemmañ
Daveennoù douaroniel38°52′16″N 77°3′21″W Kemmañ
Ezel eusORCID Kemmañ
A dalv evit tiriadStadoù-Unanet Kemmañ
Aozadur mammFederal Government of the United States Kemmañ
Perc'henn warStars and Stripes, Shades of Green, Pentagon Kemmañ
Sez sokialPentagon Kemmañ
Erlec'hiañ a raUnited States Department of War (1789 - 1947), United States Department of the Navy, National Military Establishment Kemmañ
Prizioù resevetDoublespeak Award, Doublespeak Award, Doublespeak Award Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.war.gov/ Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://www.federalregister.gov/agencies/defense-department Kemmañ
URL gwazhhttps://www.war.gov/News/RSS/ Kemmañ
Location information URLhttps://www.dodciviliancareers.com/whoweare/locations Kemmañ
FAQ URLhttps://www.defense.gov/ask-us/listing/ Kemmañ
Operating areaworldwide Kemmañ
Official colorglas, gris, gwenn Kemmañ
Map

Departamant an Difenn ar Stadoù-Unanet (saozneg: United States Department of Defense, berraet DoD) anvet ivez en un doare nann-ofisiel Departamant ar Brezel (saozneg: Department of War, berraet DoW) eo departamant ar gouarnamant stadunanat karget da bourchas an nerzhioù milourel ret evit difenn ar Stadoù-Unanet, en amzerioù brezel ha peoc'h.

Graet e vez sekretour an Difenn eus e rener, hag ul lodenn eus ar c'habined prezidantel eo. Emañ e sez er Pentagon en Arlington, Virginia, e-kichen Washington, D.C.. Ar sekretour a-vremañ eo Pete Hegseth.

Savet eo bet an departamant-se dre gendeuziñ departamant ar Morlu ha departamant kozh ar Brezel e 1947 dindan prezidantelezh Harry Truman. Abaoe ar 5 a viz Gwengolo 2025 e vez aotreet gant un dekred gant ar prezidant Donald Trump implij an termen "Departamant ar Brezel", hini Departamant an Difenn a chom an hini ofisiel nemetañ [1].

Departamant an Difenn a ren departamantoù ar Morlu (US Navy ha Marine Corps), an arme (US Army) hag an aerluioù (US Air Force hag US Space Force).

Budjed Departamant Difenn ar Stadoù-Unanet a zo a-bell-pell an hini uhelañ er bed, gant ouzhpenn 35% eus an dispignoù bedel hollek evit an Difenn etre 2015 ha 2018 [2]. Budjed hollek an departamant e 2025 a oa 850 miliard a zollaroù, kevatal da 740 miliard a euroioù, da lavaret eo war-dro PDK hollek Republik Iwerzhon pe an Izelvroioù [3].

A-raok an Eil Brezel-bed e nac'has atav ar gouarnamant stadunadat sevel un arme padus ha micherel. Emañ ar vro o reiñ bec'h ha disoudarded neuze pa vez o vrezeliañ pe e stad a reuziad. A-hend-all eo rannet ar velestradurezh hag ar gourc'hemenn etre departamantoù ar Brezel hag ar Morlu, krouet o-daou e 1798. E-kerzh ar Kentañ ha dreist-holl an Eil Brezel-bed, pennoù-bras ar Stadoù-Unanet o deus sevenet pegen bras eo al lec'haveiñ hag ar melestradur ret d'un arme a oa da stourm war meur a gevandir disheñvel er memes koulz, gant milionoù a soudarded ha kement a aveadur ret.

Gant Akta Surentez Vroadel 1947 e oa bet krouet an Diazezadur milourel broadel, bodet an tri arme ha departamant ar Brezel dindan aotrouniezh bevennet ar sekretour evit an Difenn. E 1949 e oa bet krouet ent ofisiel departamant an Difenn, kreñvaet galloudoù ar sekretour evit an Difenn ha krennet roll ar sekretourien evit ar Brezel hag ar Morlu. Karget eo prezidant ar pennoù-bras etre arme da greizennañ an obererezhioù, met chom a ra e roll betek 1953. Departamant an Difenn eo an trede post budjed kevreadel er Stadoù-Unanet.

Goude gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001 ez a dregantad ar wazourien kevrat prevez a labour evit ar Pentagon eus 26 % da 39 %. E 2009 e embann Robert Gates e fell dezhañ digreskiñ an niver-se, o erlec’hiañ ar wazourien kevratet gant kargidi, ar pezh a sko war embregerezhioù evel CACI, SAIC, Lockheed Martin ha General Dynamics. E 2001 e oa bet krouet dre guzh gant an departamant Burev al levezon strategel (OIS) evit skignañ keleier faos e-pad ar brezel en Afghanistan, a-raok bezañ divodet goude bezañ diskuliet. E-pad enkadenn ar subprimes e oa bet nullet gant Gates programmoù koustus evel an Future Combat Systems, an TSAT, ar Boeing C-17, ar VH-71 hag an F-22 Raptor.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]