Mont d’an endalc’had

Den-a-armoù

Eus Wikipedia
den-a-armoù
micher, Marc'hegerezh

Un den-a-armoù a oa ur soudard eus Mare uhel ar Grennamzer betek an Azginivelezh. Ar re-se a oa arbennikaet war implij armoù ha stourm a raent alies gant hobregonoù leun evel marc'hegerien bonner[1]. Un den-a-armoù a c'helle bezañ marc'heg, pe noblañs, ur marc'heg pe noblañs ezel eus un domani suj, pe ur goprsoudard eus ur gompagnunezh veur suj d'ur c'habiten. An doare soudarded-se a veze paeet gant arc'hant pe a veze rediet da stourm dre liammoù gladdalc'hel. Alies e vez implijet den-a-armoù pe marc'heg gant ar memes ster, met ma oa tud-a-armoù eus an holl varc'heien dafaret evit ar brezel, dre ret, an dud-a-armoù ne oant ket holl marc'heien.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Henc'hallek: gen d'armes, liester gens d'armes pe gendarmerie a oa ur ger ledan, hag a oa ar memes hini evel ar saozneg 'man-at-arms'.