Mont d’an endalc’had

Delphine Ernotte

Eus Wikipedia
Delphine Ernotte
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denDelphine Ernotte Kemmañ
Anv ganedigezhDelphine Nicole Danièle Cunci Kemmañ
Anv-bihanDelphine Kemmañ
Anv-familhErnotte Kemmañ
Deiziad ganedigezh28 Gouere 1966 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBaiona Kemmañ
Breur pe c'hoarMarie-Christine Lemardeley Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherijinour, den a aferioù, embreger Kemmañ
ImplijerOrange, France Télévisions Kemmañ
Bet war ar studi eÉcole Centrale Paris Kemmañ
Ezel eusLe Siècle Kemmañ
Prizioù resevetmarc’heg an ordre national du Mérite, Marc'heg al Lejion a Enor Kemmañ

Delphine Ernotte-Cunci, ganet d'an 28 a viz Gouhere 1966 e Baiona (Pireneoù-Atlantel), a zo un ijinourez stummet en École centrale Paris, ha penn embregerezh gall.

Goude bezañ bet o labourat e France Télécom, deuet da vezañ Orange, etre 1989 ha 2015, e oa bet anvet e penn France Télévisions e miz Ebrel 2015.

Prezidantez France Télévisions

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rebechet e vez dezhi bezañ tost d'ar galloud ha dreist-holl d'ar prezidant Emmanuel Macron [1]. E miz Genver 2021, ar gazetenn Le Monde he doa embannet ez eus ul lodenn fiñvus eus goproù pennoù France Télévisions hag a zo roet hervez ar strivoù graet ganto evit komz a-zivout sujedoù evel « Liested, gwelusted, strollegezhioù tramor, Europa »[2]. Evit ar gelaouenn Marianne, an doare d'ober-se gant profoù arc'hantel ha redioù kazetennerezh evit tuañ a-zivout an Unvaniezh europat « a sav kudennoù ». Delphine Ernotte a glaskje neuze ober en a-raok ar steuñv gouarnamantel « hag a zo bountañ ar C'hallaoued da garout Europa. Kement-mañ war chadennoù arc'hantaouet gant moneiz foran »[3].

E 2025 e oa kroget un tabut war ar fed e vije bet dilennet gant an Arcom evit un trede gwech diouzh renk e penn France Télévisions, ar pezh na oa ket bet biken en istor an aozadur. E miz Gwengolo 2025 e oa kroget ur gwallreuz rak kuzhet e oa bet un dezrevell gant an Arcom a embann eo truezus ha dañjerus stad France Télévisions a-fed arc'hantaouiñ [4].

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]