Deadwood (South Dakota)
Neuz

Deadwood eo kêr-benn kontelezh Lawrence, e kornôg South Dakota (Stadoù-Unanet Amerika). 1.156 annezad a oa e 2020.
Kregiñ a reas trevadennerien d'en em staliañ e Deadwood er bloavezhioù 1870. E-maez lezenn e oant, pa oa al Lakotaed perc'henned al lec'h sañset. Aour a voe diskoachet er vro e 1847, ha degas a reas kalz annezidi e Deadwood : 2.000 e 1876 ha 12.000 e 1877. Tudennoù brudet an Trec'h war ar C'hornôg, evel Wild Bill Hickok, Calamity Jane ha Seth Bullock, a vevas e Deadwood, a zeuas da vezañ ur gêr arouezius eus ar mare-se eus istor ar Stadoù-Unanet[1].
Lec'hioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Mount Moriah Cemetery, bered beziet enni tudennoù brudet eus Kornôg ar Stadoù-Unanet.
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Wild Bill Hickok (1837-1876), soudard, den a lezenn hag aktour, drouklazhet ha beziet eno.
- Calamity Jane (1852-1903), aktourez, marvet ha beziet eno.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Deadwood: Topics in Chronicling America, Library of Congress (lennet d'an 09/02/2026)