Mont d’an endalc’had

Dead (Per Yngve Ohlin)

Eus Wikipedia
Dead
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhSveden Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denPer Yngve Ohlin Kemmañ
Anv ganedigezhPer Yngve Ohlin Kemmañ
Anv-bihanPer, Yngve Kemmañ
Anv-familhOhlin Kemmañ
LesanvDead Kemmañ
MoranvPelle Kemmañ
Deiziad ganedigezh16 Gen 1969 Kemmañ
Lec'h ganedigezhStockholm Kemmañ
Deiziad ar marv8 Ebr 1991 Kemmañ
Lec'h ar marvKråkstad Kemmañ
Doare mervelEmlazh Kemmañ
Lec'h douaridigezhÖsterhaninge begravningsplats Kemmañ
Yezh vammsvedeg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsvedeg, saozneg Kemmañ
Micherkaner, vocalist Kemmañ
Deroù ar prantad labour1987 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour1991 Kemmañ
Benveg sonerezhmouezh Kemmañ
Ezel eusMayhem, Morbid Kemmañ
TachennBlack Metal, thrash metal, Death metal Kemmañ
Label sonerezhDeathlike Silence Productions Kemmañ

Per Yngve Ohlin, anavezet dindan an anv-leurenn Dead a oa ur c'haner Black Metal eus Sveden, hag a voe er strolladoù Mayhem ha Morbid. Dead a vez sellet outañ gant kalz a dud evel ar c'haner gwellañ en dije bet Mayhem.

Ohlin a zo ganet d'ar 16 a viz Genver 1969 e Västerhaninge nepell eus Stockholm e Sveden ha marvet eo d'an 8 a viz Ebrel 1991 e Kråkstad en Norvegia. Douaret eo bremañ e Skogskyrkogården en Enskede e Sveden.

Per yngve Ohlin a zo bet kaner er strollad Black Metal Mayhem. N'en deus enrollet gant Mayhem nemet un albom ofisiel Live in Leipzig, e Live, met posupl eo kavout div ganaouenn studio gantañ hag ar strollad war ur split albom graet gant Morbid. Kavet e vez ivez ur bern bootleg gantañ ha Mayhem, evel Dawn of the Black Hearts.

E-pad an atersadennoù, Dead a zo diskrivet gant e strollad evel iskis kennañ. Hellhamer a lavaras: "Bez en devoa ur personelez iskis... depresiv, melankolik ha du kennañ". Euronymous a lavaras zoken: "En un doare onest e soñj din n'ez a ket tamm ebet mat en e benn. Penaos e c'hallfen diskrivañ un den na zebr ket e-pad devezhioù ha devezhioù, nemet evit kaout poan, o lavarout e lak anezhañ da ganañ gwelloc'h? Pe a lak stammennoù e-lec'h ma z'eo skrivet e vije den-mañ-den o vont da vervel?"

Evit Bård "Faust" Eithun: "Ne oa ket an doare den a oa posupl anavezout mat. Soñjal a ra din zoken tud Mayhem na anaveze ket mat anezhañ. Gwelet em eus anezhañ daou sizhun a-raok e varvfe. D'am soñj em eus gwelet anezhañ etre 6 ha 8 wech. Bez e oa gantañ ur bern a vennozhioù iskis. Soñj 'm eus Aarseth (Euronymous) a lavare n'en devoa fent ebet. E wirionez bez en oa, met du-kenañ e oa e fent. En un doare onest ne soñjan ket e oa laouen da vevañ er bed-mañ.

Pa oa eñ bugel, e-pad ma oa o c'hoari war ar skorn, Per Yngve Ohlin a voe kaset d'an ospital goude bezañ kouezet en dour skornet. Lavar a reas bezañ gwelet traoù ha bezañ tremenet eus an "tu all". Abaoe an istor-mañ e klaskas-eñ bezañ ar marv, en ur en em anavezout Dead, en ur en em lakaat Corpse Painting pe en ur selaou metal extrem.

Evit ar sonadegoù, Dead a en em lakae Corpse Painting gwenn ha du. Hervez Necrobutcher: "N'en doa netra da welet gant Kiss pe Alice Cooper. Dead n'oa c'hoant seblantout d'ur wir korf marv. Ne rae ket se evit seblantout cool."

En em troc'h a rae an div vrec'h evit gwelet dremm an dud da vezañ feuket. En em droc'hañ a rae gant tammoù gwer boutailh pe kontilli chaseal, hag a-wechoù e oa kaset d'an ospital, kement a wad en doa kollet.

Dead a zouare e zilhad un nebeud sizhunvezhioù a-raok ur sonadeg a-benn dizouarañ anezho devez ar sonadeg, a-benn kaout "esañs ar marv": dilhad lous, distrujet a flaerie fall-kenañ. En em leuskel mervel gant an naon a rae ivez un nebeud devezhioù a-raok ur sonadeg, a-benn kaout poan-gof, en ur lavarout e roe dezhañ ur c'han gwelloc'h.

En ur dreiñ evit ober sonadegoù, Dead a gavas ur vran marv: lakaat a reas anezhañ en ur sac'h plastik ha mirout a reas anezhañ. Plijout a rae dezhañ santout c'hwezh al loen marv a-raok ur sonadeg en ur lavarout en devoa ezhomm "santout ar marv".

D'an 8 a viz Ebrel 1991, ur frapadig amzer a-raok enrollañ De Mysteriis Dom Sathanas, ar soner gitar Øystein Aarseth a gavas Dead marv. En em lazhet gant un ten fuzuilh en e benn goude bezañ troc'het ur bern a wechoù e ziv arzorn gant ur gontell. Aarseth "Euronymous" az eas da brenañ ur venveg fotoioù a kemer un nebeud re a-raok gervel ar polis. Ar fotoioù a voe goude-se laeret ha implijet (hep droed ebet) evit ar bootleg Dawn of the Black Hearts