DeVlag
| DeVlag | |
|---|---|
| Deutsch-Vlämische Arbeitsgemeinschaft Duitsch-Vlaamsche Arbeidsgemeenschap | |
![]() | |
| Titouroù hollek | |
| Aozadur | Strollad politikel |
| Broioù | |
| Deroù | 1936 |
| Diwezh | 1945 |
| Pennoù | Jef van de Wiele Rolf Wilkening |
| Kadoriad | Gottlob Berger |
| Mennozhioù | |
| Tuadur | Tu dehou pellañ |
| Ideologiezh | Naziegezh Faskouriezh Hollc'hermanouriezh |
| Media | |
| Katetenn | De Vlag |

An Deutsch-Vlämische Arbeitsgemeinschaft ("Strollad Labour Alaman-Flamank" ; izelvroeg : Duitsch-Vlaamsche Arbeidsgemeenschap), brudetoc'h dre an teskanv DeVlag, a oa ur strolladig a-du krenn gant an naziegezh ha kenlabourer hag oberiant e Flandrez e-kerzh dalc'herezh alaman Belgia.
Savet e oa bet e 1936 gant ar gelennerien skol-veur Jef Van de Wiele ha Rolf Wilkening evel kevredigezh sevenadurel o klask diazezañ eskemmoù studierien ha kelennerien etre Skol-veur gatolik Leuven ha hini Köln.
Er bloavezhioù 1930 e oa kantadoù a izili.[1] E miz Mae 1940, goude aloubadeg Belgia gant Alamagn, DeVlag a oa kroget da vezañ arc'hantaouet gant an SS, hag adaozet e voe en un aozadur nazi. Da gentañ e oa bet graet dre guzh. An SS-Obergruppenführer alaman Gottlob Berger a oa bet lakaet goude-se da vezañ prezidant DeVlag, ha dre-se e oa bet lakaet ofisiel e oa ar strolladig un is-skourr eus an SS.
DeVlag ha VNV
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tuadur DeVlag war-zu an SS en doa fuloret ar Vlaamsch Nationaal Verbond (VNV), aozadur pennañ ar c'henlabourerezh gant an Alamaned e Flandrez dalc'het. Ar VNV a oa bet o harpañ DeVlag da gentañ evit e oberennoù "sevenadurel"[1][2]. Met ar VNV, hag a oa broadelour flamank, a oa o klask kaout ur Flandrez dieubet, ha marteze an Dietsland (Izelvroioù bras), ur wech echuet ar brezel ha trec'h an nazied.
Van de Wiele, eñ, ne wele an izelvroeg nemet evel ur rannyezh eus an alamaneg hag ar bobl flamank evel ul lodenn eus ar « ouenn alaman ». DeVlag a wele ar vroadelourien flamank pe izelvroat evel proviñselourien hepken, hag embann a rae sklaer e oa ret stagañ Flandrez ouzh ar Reich meur alaman.
Ar VNV en doa ivez gwriziennoù kristen, tra ma oa ideologiezh an DeVlag hini an SS a oa enep-kristen. Tra ma oa DeVlag o kendeuziñ gant an SS hag o labourat donoc'h-donañ gant ar Germaansche SS in Vlaanderen, ar VNV a oa harpet gant dalc'herezh milourel ar Wehrmacht (Militärverwaltung) ha gant penn ar gouarnamant milourel Alexander von Falkenhausen.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (2009) The Oxford handbook of fascism. Oxford University Press. 483 p. ISBN 978-0-19-929131-1.
- ↑ (2010) Political History of Belgium: From 1830 Onwards. Asp / Vubpress / Upa. 203–204 p. ISBN 978-90-5487-517-8.
