Davide Pedersoli

Davide Pedersoli S.r.l., anvet peurliesañ Pedersoli, zo un embregerezh armoù-tan italian diazezet e Gardone Val Trompia, e proviñs Brescia, arbennikaet war an armoù hiniennel kozh.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Savet e voe e 1957 gant Davide Pedersoli (1924-1996), a broduas da gentañ fuzuilhoù-chase dreistlakaet. E deroù ar bloavezhioù 1860 e teuas ar Stadunanad Val Fogett, neuze prezidant an Navy Arms Company, da weladenniñ Italia evit kavout armeurerien gouest da broduiñ un arm evit lidañ 100 vloaz brezel diabarzh ar Stadoù-Unanet. Davide Pedersoli a savas ur c'hentpatrom fuzuilh loc'henn-grogenn doare Winchester. Ne oa ket prest c'hoazh da bostañ arc'hant evit produiñ an arm da vat, met kenderc'hel a reas da labourat e bed an armoù kozh en ur ober kornioù-poultr[1].
E 1973 e choazas rener ar stal dilezel an armoù chaseal hengounel hag ober kopiennoù armoù poultr du hepken[2]. Dibaoe eo deuet da vezañ arbennikaet war ar re ijinet etre 1730 ha 1890[3]. An armoù gwerzhetañ eo eiladoù ar pistolennoù Le Page hag ar fuzuilhoù Brown Bess ha Sharps[1]. Implijet e vez armoù Pedersoli e bed ar sportoù tennañ pe an adsavadennoù istorel.
E 2017 e ezporzhie an embregerezh 92% eus e broduioù, da vroioù Norzhamerika hag Europa dreist-holl. Er memes koulz e voe savet ar strollad Italian Firearms Group er Stadoù-Unanet evit aesaat enporzhiañ armoù savet gant Pedersoli, Sabatti, FAIR ha Tanfoglio eno[1].
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en)(it) (fr) Lec'hienn ofisiel
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 1,1 ha 1,2 (it) Sessant’anni di Davide Pedersoli, All4Shooters, 03/03/2017 (lennet d'an 18/08/2025)
- ↑ (it) La storia war lec'hienn an embregerezh (lennet d'an 18/08/2025)
- ↑ (it) Pedersoli Davide srl, Consorzio Armaioli Italiani (lennet d'an 18/08/2025)