Mont d’an endalc’had

David Olère

Eus Wikipedia
David Olère
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs, Polonia Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denDavid Olère, David Olère Kemmañ
Anv-bihanDavid Kemmañ
Deiziad ganedigezh19 Gen 1902 Kemmañ
Lec'h ganedigezhVarsovia Kemmañ
Deiziad ar marv21 Eos 1985 Kemmañ
Lec'h ar marvNoisy-le-Grand Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Lec'h bac'hañAuschwitz-Birkenau, Kamp-bac'h Mauthausen Kemmañ
Micherkizeller, livour Kemmañ
Tachenn labourKizellañ, livouriezh Kemmañ
Bet war ar studi eAcademy of Fine Arts, Warsaw Kemmañ
Oberenn heverkQ25389647, Unable to Work Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadMuseum of Jewish Heritage Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer Kemmañ

David Olère, ganet d'an 19 a viz Genver 1902 hag aet da Anaon d'an 21 a viz Eost 1985, a oa ur ul livour, treser ha kizeller gall a orin polonat. Brudet-mat eo bet evit e arz tro-dro d'al Loskaberzh dre implij e skiant-prenet evel yuzev bet ezel eus ur Sonderkommando e kamp-bac'h Auschwitz e-kerzh an Eil Brezel-bed. Kuitaet en devoa Polonia evit dont da vezañ livour ha kizeller e Bro-C'hall. Bet en doa bet ar vroadelezh c'hall ha labouret en devoa o sevel skritelloù evit ar sinema. Deportet e oa bet eus 1943 betek 1945. Bet eo bet unan eus ar re nemetañ a-ziwar kant chomet bev en ur vezañ ezel eus ar Sonderkommando dre ma oa bammet an Alamanted gant e zonezonoù. Goude ar brezel e oa deuet da vezañ un test dre gwelet eus ar pezh a oa bet ar Shoah, hag an doare ma oa lakaet d'ar marv. Biken n'eo paouezet da dresañ, livañ pe kizellañ ar pezh en devoa bevet.