David Malcolm Lewis
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh-Unanet |
| Anv-bihan | David, Malcolm |
| Anv-familh | Lewis |
| Deiziad ganedigezh | 7 Mez 1928 |
| Lec'h ganedigezh | Londrez |
| Deiziad ar marv | 12 Gou 1994 |
| Lec'h ar marv | Oxford |
| Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
| Yezh implijet dre skrid | saozneg |
| Micher | classical scholar, istorour, kelenner skol-veur |
| Bet war ar studi e | Corpus Christi College |
| Ezel eus | British Academy |
| Prizioù resevet | Fellow of the British Academy |
David Malcolm Lewis FBA, ganet d'ar 7 a viz Even 1928 e Londrez hag aet da Anaon d'an 12 a viz Gouhere 1994 en Oxford, a oa un istorour saoz hag ur c'helenner istor an Henamzer e Skol-veur Oxford. Brudet eo dre e labour ramzel a-zivout an enskrivadurioù henc'hresianek en Aten hag Attika, A Selection of Greek Historical Inscriptions: To the End of the Fifth Century B. C. (1969). Ken ledan ha ken don e oa e ouiziegezh ma voe pedet e-pad meur a zek vloaz gant gouizieien all da zisplegañ ha da wellaat an darn vrasañ eus al levrioù a veze embannet war dachenn istor Henc'hres a-raok ma vefent embannet.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Londrez e voe ganet David Malcolm Lewis d'ar 7 a viz Even 1928. Goude bezañ bet skoliataet er City of London School, ur skol brevez bet staliet eno e 1442, e voe studier er skol-veur Corpus Christi College en Oxford da dapout un aotreegezh. Eno, emezañ, e voe unan eus an dud diwezhañ o vezañ aotreet da labourat hep bezañ rediet da lakaat e anv evit un diplom uheloc'h ; a-stur gant e studi e prientas un doktorelezh dre lizher war an Henamzer e Skol-veur brevez Princeton (New Jersey). Studiañ a reas ivez en Institute for Advanced Study e Princeton ivez, er British School en Aten, hag e Christ Church, ur rann eus Skol-veur Oxford.
Ur gouizieg war Henc'hres e oa David M. Lewis. Gant enskrivadurioù e plede dreist-holl, hogen kerkent ha 1967 e tisklêrias e oa arabat lezel studi an enskrivadurioù gant an dud desket warno dija, ret e oa e vefe un doare a-douez reoù all da beurgompren e bed an Henamzer. En em arastiñ a reas ouzh skridoù a veze kavet diaes gant e genseurted : kontoù dispignoù ha renabloù teñzorioù azeuldioù, da skouer ; ken don ec'h eas en danvez ma studias ivez teulioù eus ar Reter, evel tablezennoù Persepolis
Dre ma oa ur Yuzev anezhañ e labouras ivez war un eil tachenn-studi : istor ar Reter-Kreiz.
Lorc'h a oa e David Malcolm Lewis goude embannadur e labour war Henc'hres e teir levrenn en eil embannadur The Cambridge Ancient History. Ul levr all, Sparta and Persia, a embannas e 1977, hag ur studiadenn verroc'h, The Jews of Oxford, e 1992. Ur pennskridaozer e voe ivez evit meur a oberenn embannet gant Skol-veur Oxford war dachenn ar studioù klasel, en o mesk The Decrees of the Greek States, a voe embannet e 1997, goude e dremenvan neuze. Kantadoù a skridoù-barn a embannas ivez.
D'an 12 a viz Gouhere e varvas ar gouzieg en Oxford, d'an oad a 66 vloaz. E Wolvercote Cemetery emañ e vez[1].
Red-micher
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1949-1951 : amzer soudard er Royal Army Educational Corps (RAEC).
- 1951-1952 ha 1964-1965 : ezel ouzh an Institute for Advanced Study e Princeton.
- 1952-1954 : studier er British School en Aten.
- 1954-1955 : enklasker e Corpus Christi College Oxford.
- 1955-1985 : rener ar studi war an henistor e Christ Church, Oxford.
- 1956-1994 : studier e Christ Church.
- 1956-1985 : prezegenner war enskrivadurioù Henc'hres e Skol-veur Oxford.
- 1985-1994 : kelenner war an henistor e Skol-veur Oxford.
Oberennoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Aozer
- 1968 : Sir Arthur Pickard-Cambridge, The Dramatic Festivals of Athens – eil embannadur, a-gevret gant ar gouizieg John Gould (1927-2001).
- 1969 : Greek Historical Inscriptions – a-gevret gant an istorour Russell Meiggs (1902-1989).
- 1977 : Sparta and Persia.
- 1981-1994 : Inscriptiones Graecae.
- 1992 : The Jews of Oxford.
- Pennskridaozer
- 1988 : Cambridge Ancient History, levrenn IV.
- 1992 : Cambridge Ancient History, levrenn V.
- 1994 : Cambridge Ancient History, levrenn VI.
- Dalif
- Selected Papers in Greek and Near Eastern History, kendastumet gant an istorour Peter John Rhodes (1940-2021).
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Encyclopedia Iranica
NOtennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Find A Grave