David Gwenallt Jones

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Gwenallt (1899 - 24 a viz Kerzu 1968) (David James Jones e anv gwir) a oa ur skrivagner kembraek, unan eus barzhed vrudetañ Kembre en XXvet kantved. Ganet e oa bet Pontardawe ha tremen a reas e yaouankiz e Cwm Tawe (traoñienn ar stêr Tawe), en un tolead greantel eus kreisteiz Kembre.

Mont a reas da gelenn kembraeg e skol-veur Aberystwyth met ne voe ket anvet e penn rann ar c’hembraeg war-lerc’h T.H. Parry-Williams.

Dre ma oa peoc’hgarour e nac'has mont d'an arme da vare ar Brezel-bed Kentañ ha toullbac'het e voe e Wormwood Scrubs ha Dartmoor. En toull-bac'h e skrivas e romant Plasau'r Brenin (« Palezioù ar roue »).

Dont a reas brud dezhañ pa c'hounezas ar Gador barzh en Eisteddfod Vroadel 1926. Gounit a reas ar Gador en-dro en Eisteddfod Bangor e 1931, gant e varzhoneg Breuddwyd y Bardd (« Hunvreoù ar barzh »).

Mervel a reas e 1968 ha beziet e voe en Aberystwyth.

Skridoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Plasau'r Brenin (romant, 1934)
  • Ffwrneisiau (romant, 1982)
  • Ysgubau'r Awen (barzhonegoù, 1939)
  • Cnoi Cil (barzhonegoù, 1942)
  • Eples (barzhonegoù, 1951)
  • Gwreiddiau (barzhonegoù, 1959)
  • Y Coed (barzhonegoù, 1969)
  • Cerddi Gwenallt: Y Casgliad Cyflawn (barzhonegoù, 2001) (embannet gant Christine James).
  • Yr Areithiau Pros (burutellerezh skridoù kembraek eus ar Grennamzer, 1934)
  • Blodeugerdd o'r Ddeunawfed Ganrif (teskad barzhonegoù eus an XVIIIvet kantved, 1936)
  • Detholiad o Ryddiaith Gymraeg R. J. Derfel (dibab skridoù e komz-plaen gant R.J. Derfel, 1945)
  • Cofiant Idwal Jones (skridoù e koun ar skrivagner Idwal Jones, 1958)