Mont d’an endalc’had

David Gemmell

Eus Wikipedia
David Gemmell
Anv ofisiel David Andrew Gemmell
Anv pluenn Ross Harding / David Gemmell
Obererezh Skrivagner
Troour
Ganedigezh D'ar 1añ a viz Eost 1948
e Londrez, Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Marv 28 a viz Gouhere 2006 (57 vloaz)
Hastings
Yezh skrivañ Saozneg
Rumm lennegel Moliac'h
Oberennoù pennañ
Legend

An heuliad Drenai

David Andrew Gemmell, ganet d'ar 1añ a viz Eost 1948 e Londrez, a oa ur skrivagner moliac'h saoz hag a oa bet brudet adal e oberenn gentañ Legend. Kazetenner hag embanner kazetennoù, Gemmell a voe embannet evel skrivagner evit ar wech kentañ e 1984. Kendalc'het en devoa gant ar skrivañ betek tizhout tregont romant. Labourioù Gemmell a laka war-raok bedoù feuls, gant tudennoù o klask hent an enor, al lealded hag an dasprenerezh. Adkavet e vez en holl romantoù tem an haroz o klask mont dreist ar pezh a soñj dezhañ bezañ barrek d'ober. Gant ouzhpenn ur milion levr gwerzhet, e oberennoù a gendalc'h da vezañ gwerzhet ha brudet dre ar bed. Marvet eo en e di d'an 28 a viz Gouhere 2006, goude un oberatadenn war e galon. E 2008 e voe krouet an David Gemmell Legend Award, ur priz a enor hag a talvez evit "restore fantasy to its proper place in the literary pantheon" (adlakaat ar moliac'h en e blas ret el lennegezh).

Ne voe ket seder yaouankiz David Gemmel, evit displegañ ar mare buhez-se e tisklêrie:

"Some of the other children had no father, but their lack was honorable. [Their] Dad died in the war, you know. He was a hero. This boy's lack was the subject of sly whispers from the adults, and open jeering from his peers. This boy's mother was—the boy heard so many times —a whore… the word was less hurtful than the blows that would follow it. Most of the blows came from other children, but sometimes adults too would weigh in."

David Gemmel

David Gemmell a oa bet ganet e 1948 e kornôg Londrez. Desavet gant e mamm nemetken betek an oad a 6 bloaz, rediet e oa bet talañ ouzh buhez feuls ar banlev saoz. Gouzañver e oa bet d'an harellerezh skol ha da goap ar vugale all, evit ul lodenn e oa awenet ar jahinañ dre ma n'en doa tad ebet. Alies e tistroe er gêr gant gloazadennoù kreñv goude emgannioù.

Plijet bras e oa gant lenn levrioù muioc'h evit an emgannioù, an tad-kaer Bill a zeuio a-benn da gendrec'hiñ anezhañ da gemer kentelioù dornataerezh. Hervez an tad-kaer e oa rediet dezhañ deskiñ talañ e enbourien evitañ hep kuzhañ a-dreñv ur voger pe skampañ kuit. An doare soñjal-se a chomo diaz istorioù David Gemmel en e romantoù.

An dudenn Druss The Legend a oa bet awenet rik gant an tad-kaer Bill setu ar pezh a zisklêrie an aozour war an dudenn Druss: "Years later, when I wrote my first novel, I used Bill as the model for a character. His name was Druss the Legend. Bill re-appeared in many novels thereafter, in many guises."

Butuner daonet, anzav a rae e-unan ne oa ket posubl dezhañ paouez gant ar pleg fall-se. Ar gudenn a oa hervezañ ne c'helle ket skrivañ traoù a zoare hep bezañ mogedet e empenn a-raok hag e-pad. Marvet eo d'an oad a 57 vloaz.

An heuliad Drenai

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Legend (1984) (embannet evit ar wech kentañ er Stadoù Unanet Amerika gant New Infinities Productions titlet Against the Horde e 1988,[1] adembannet gant an titl Legend)
  2. The King Beyond the Gate (1985)
  3. Waylander (1986)
  4. Quest for Lost Heroes (1990)
  5. Waylander II: In the Realm of the Wolf (1992)
  6. The First Chronicles of Druss the Legend (1993)
  7. The Legend of Deathwalker (1996)
  8. Winter Warriors (1996)
  9. Hero in the Shadows (2000)
  10. White Wolf (2003) (The Damned Series Book 1)
  11. The Swords of Night and Day (2004) (The Damned Series Book 2)

Dastumadenn/Omnibus:

  • Drenai Tales Volume I: gant; Waylander, Druss the Legend, Legend, The King Beyond the Gate
  • Drenai Tales Volume II: gant; Quest for Lost Heroes, Waylander II ha The First Chronicles of Druss the Legend
  • Drenai Tales Volume III: gant; The Legend of the Deathwalker, Winter Warriors and Hero in the Shadows

Heuliad Rigante

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Sword in the Storm (1999)
  2. Midnight Falcon (2000)
  3. Ravenheart (2001)
  4. Stormrider (2002)

Heuliad Troy serie

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Troy: Lord of the Silver Bow (2005)
  2. Troy: Shield of Thunder (2006)
  3. Troy: Fall of Kings (2007)

Heuliad Gresian Greek serie

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Lion of Macedon (1990)
  2. Dark Prince (1991)

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Shannon Appelcline (2011). Designers & Dragons. Mongoose Publishing. 237 p. ISBN 978-1-907702-58-7.