Mont d’an endalc’had

Dasha

Eus Wikipedia
Dasha
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv-bihanAnna, Dasha Kemmañ
Anv-familhNovotny Kemmañ
Deiziad ganedigezh27 C'hwe 2000 Kemmañ
Lec'h ganedigezhSan Luis Obispo Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Michersonaozer Kemmañ
Deroù ar prantad labour2019 Kemmañ
Tachenncountry music Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.itsdashabitch.com/ Kemmañ
Deskrivet en URLhttp://dbpedia.org/resource/Dasha_(singer) Kemmañ
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ.
  • Reizhañ al liammoù diabarzh
  • Lakaat brezhoneg e-lec'h yezhoù all
  • Doujañ da reolennoù ar bizskriverezh


Anna Dasha Novotny a zo ur ganerez country ha pop eus Stadoù-Unanet Amerika. He fladenn gentañ, un EP anvet "Shiny Things" he doa embannet e 2021. Da heul e doa savet daou album studio: " Dirty Blonde" e 2023 ha "What Happens Now ?" e 2024. E 18vet plas ar Billboard Hot 100 e oa en em gavet an ton "Austin" e 2024.

Ganet e oa bet Anna Dasha Novotny d'ar 27 a viz C'hwevrer 2000 e San-Luis-Obispo e Kalifornia. Eus Tchekia eo he zud. D'an oad a 5 bloaz he doa kemeret perzh e abadennoù songomedi. Gouest eo da zañsal hip hop hag e mod klasel. Tro he doa bet da c'hounit kenstrivadegoù barzhonegoù er skol ha desket he doa seniñ gitar ha piano d'an oad a 8 bloaz. He zad a oa he manager kentañ en doa aozet sonadegoù en tavarnioù pa oa 10 vloaz. He breur, zo soner gitar er strollad "Beauty School Dropout", a skoazell anezhi da broduiñ he sonerezh. Aet e oa er maez he c'hanaouenn gentañ pa oa 13 vloaz.

Aet eo da studiañ da lise San Obispo lec'h ma he doa c'hoariet "Guys and Dolls" ( 2016 ), "Footloose" ( 2017 ), "Annie" ( 2018 ) ha "Bye Bye" ( 2018 ). Kendalc'het he doa gant e studioù e skol veur Belmont betek pen kentañ ar c'hleñved red Covid 19. War lerc'h he doa paouezed gant he studioù evit kenderc'hel gant ar sonerezh.

He respet evel sonerez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Du 2023 he doa Dasha embannet ar single "Austin" a zo un ton country ha gantañ eo e oa en em gav evit ar wec'h kentañ e renkadur Billboard. Tizhet he doa an 18vet plas e Billboard Hot 100 e miz Even 2024.

Er bed a-bezh he doa graet berzh gant an ton "Austin". E 10vet plas e oa en em gavet e Beljia, Bro Iwerzhon, en Izel-Vroioù, e Bro Norvej hag e Rouantelezh Unaned.

E miz C'hwevrer 2024 he doa embannet Dasha Novontny hec'h eil album "What Happens Now ?". E miz Ebrel he doa kanet ar ganaouenn da geñver an abadenn CMT Music Awards e Austin e Texas.

Anvet e oa Dasha e NRJ Music Awards e rummad "Arzourez yaouank etrevroadel".

Diskografiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Albums studio

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

2023 : Dirty Blonde

2024 : What Happens Now ?

2021 : $hiny Things

Prizioù hag Anvet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bloavezh Labour Rummad Disoc'h
NRJ Music Awards Elle-même Arzourez yaouank etrevroadel Anvet

Références

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

https://www.today.com/popculture/music/who-is-dasha-austin-rcna146713

https://www.billboard.com/music/country/dasha-austin-song-tiktok-dance-chartbreaker-may-2024-interview-1235675010/

https://www.billboard.com/business/record-labels/austin-dasha-signs-warner-records-1235640308/

https://www.billboard.com/music/chart-beat/billboard-charts-first-timers-dasha-yard-act-ole-60-1235632307/

https://musicrow.com/2024/03/dasha-signs-with-warner-records/