Mont d’an endalc’had

Dartford

Eus Wikipedia
Levraoueg ha mirdi Dartford.

Dartford eo kêr bennañ borough Dartford, e gwalarn Kent, e Bro-Saoz. 54 161 annezad a oa e 2021[1]. Treuzet eo gant an Darent, un adstêr d'an Tavouez.

Ar c'hlaskoù kentañ evit sevel paper e Bro-Saoz a voe graet e Dartford er XVIvet kantved. Henry VIII hag Elesbed Iañ o doa lec'hioù-annez eno d'ar mare-se. Simant ha kleiz a voe produet en takad-bro. Hiziv an deiz eo troet ekonomiezh ar gêr war-zu an teknologiezhioù nevez[2].

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. ↑ (en) Dartford Town Area Profile, p. 3, war lec'hienn Dartford (pellgarget d'an 11/06/2026)
  2. ↑ (en) Dartford, Encyclopaedia Britannica (lennet d'an 11/06/2026)