Mont d’an endalc’had

Darc'han

Eus Wikipedia
Darc'han
kêr, melestradurezh tiriadel
Deiziad krouiñ1961 Kemmañ
Anv ofisielДархан Kemmañ
Anv er yezh orinДархан, ᠳᠠᠷᠬᠠᠨ Kemmañ
StadMongolia Kemmañ
Kêr-benn eusDarkhan-Uul Province Kemmañ
E tiriadDarkhan-Uul Province Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC+08:00 Kemmañ
Daveennoù douaroniel49°29′12″N 105°55′22″E Kemmañ
Gevellet gantZeitz, Kaposvár, Ulan-Ude Kemmañ
Kod-post213800 Kemmañ
Trunk prefix+976 (0) 137 Kemmañ
Map

Darc'han (Дархан e mongoleg) eo kêr-benn amaig (proviñs) Darc'han-Oul. Eil brasañ kêr Mongolia eo, gant 87 696 annezad e 2022. E norzh ar vro emañ, nepell eus an harzoù gant Kevread Rusia. Hec'h anv a dalv kement ha govel pe gov e mongoleg, hag ober a ra dave da gefridi ar gêr pa voe savet e 1961.

Krouet e voe Darc'han ent-ofisiel d'ar 17 a viz Here 1961 gant skoazell ar C'h-Comecon. He c'hefrifi e oa bezañ ul lec'hienn industriel, labouradeg norzh Mongolia. Savet e voe labouradegoù da labourat ar c'hoad, d'ober brik ha raz gant arbennigourien bolonat[1]. Ul labouradeg kig a voe savet gant Hungariz, hag a zigoras e 1974[2].

Douaroniezh, kêraozañ hag armerzh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kreizenn dredan dre c'hlaou Darc'han.

665 metr eo uhelder keitat Darc'han. Menezioù ha torgennoù a zo tro-dro dezhi. Treuzet eo gant ar stêr C'haraa er c'hornôg.

Un hin damgrin he deus Darc'han, met izarktikel eo an hin en uhelderioù nes. Yen ha sec'h kenañ e vez er goañv, klouaroc'h ha glepoc'h e vez en hañv.

Chom a ra Darc'han ul lec'hienn industriel. Greanterezh ar glaou, ar vetalouriezh, ar gimiezh hag ar saverezh eo ar gennadoù armerzhel a-vremañ[3].

82% eus poblañs ar broviñs a zo o chom eno. 86% eus an dud a zo lojet e kendioù, ar peurrest a vev e yourtoù e trowardroioù ar gêr. Tier e koad e zo e lodennoù zo eus ar gêr.

Ul levezon soviedel a chom gant ar gêr, gant he c'hendioù bras hag al lizherenneg kirillek implijet evit ar yezh vongolek. Sellet e vez ouzh Darc'han evel ur gêr saotret kenañ. Ne soñje ket saverien ar gêr e dalc'hoù an endro d'ar mare-se.

Sez ministrerezh ar Boued, al Labour-douar hag an Industriezh skañv a zo eno.

Sevenadur ha glad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mirdi Darc'han, anvet ivez Mirdi an arzoù poblek hengounel, a ziskouez ar c'havadennoù niverus graet er vro, dilhad hengounel, traezoù relijiel hag un nebeud loened plouzet.

Oberiant eo adarre manati boudaat C'haragii, er gêr gozh. An douristed a vez desachet gant delwennoù boudaat ivez.

Dediet ez eus ur monumant d'ar morin c'houour pe "bioloñs penn kezeg", ar benveg sonerezh broadel.

Gevellet eo Darc'han gant :[4]

  1. (pl) Polska— Mongolia. Kraj daleki i bliski gant Ewa Gronowska e-barzh Głos Pomorza, 8 a viz Here 1988, nv 235, p. 3.
  2. (hu) Felavatták Mongóliában a magyar segítséggel épült darhani húskombinátot e-barzh Petőfi Népe, 9 a viz Gouere 1974, nv 158, p.1.
  3. Darkhan e Nomad's Land
  4. Официален сайт на община Димитровград – Побратимени градове