Danvezouriezh istorel
An danvezelouriezh istorel zo ur brederouriezh war an istor savet e-kreiz an XIXvet kantved gant Karl Marx ha Friedrich Engels. Hervez ar re-se e vez levezonet an darvoudoù istorel gant emdroadur ar binvioù produiñ ("diazezoù"), hag a framm an ensavadurioù lezennel, politikel, hag ar sevenadur ("an dreistframmadur"). Dre m'eo stummet ar renkadoù sokial ganto, stourm ar renkadoù eo neuze nerzh lusk an istor. Deskrivañ a ra Marx ar soñj-se evit ul lodenn e-barzh Le 18 Brumaire de Louis Bonaparte (1852) : « An dud a ra o istor o-unan, met ne reont ket anezhañ a-ratozh, er c'hondisionoù dibabet ganto, met e-barzh ar c'hondisionoù roet ha hêrezet war-eeun eus an amzer dremenet. » [1]
Diazezet eo ar brederouriezh-se war un displegadenn armerzhel eus treuzfurmadurioù ar bed [2] .
Ul lodenn-kaer eus ar brederouriezh varksour eo neuze : lakaet e vez war-wel diazezoù ar gevalaouriezh hag an doare m'he deus kemmet stumm doñv ar sevenadurioù. Deuet eo neuze da vezañ diaz ar sokialouriezh skiantel anezhañ met ivez ur meizad pouezus er sokiologiezh.
Orin ha termenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Savet eo ar brederouriezh istorel gant Karl Marx ha Friedrich Engels a-enep ar soñjoù « idealourien » eus al luskad istorel a gaver e Hegel ha Proudhon : digevreet diouzh ar c'henarroud sokial hag armerzhel e oa ar soñjoù politikel ha prederel hervezo. Taget eo da gentañ ar preder-se gant Marx ha Engels e-barzh An Ideologiezh Alaman. Padal, ne vez ket graet gant an termen “ danvezouriezh istorel " gant Marx e-unan, met ezteurel a ra "mennozh danvezelour an istor". Diorroet e voe diwezhatoc'h ar preder marksour war an istor e Manifesto ar Strollad Komunour (1848), hag e niverenn gentañ ar C'hevala e 1859 (anavezet da gentañ dindan anv Contribution à la Critique de l'économie politique). Krouet eo bet an droienn implijet bremañ gant Engels e 1892 .
Sell war ar c'hevredigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dielfennañ a ra Marx hag Engels abegoù ar c'hemmoù a c'hoarvez er c'hevredigezhioù. Soñjal a reont e vez levezonet an darvoudoù istorel gant doareoù bevañ ar renkadoù sokial hag an darempredoù etrezo." Istor an holl gevredigezhioù betek ar mare a-vremañ eo istor emgann ar renkadoù".
Dindan ar gevalaouriezh, an nerzhioù produiñ a vod ar broletaerien (al labourerien, al labour reizh) hag ar c'hevala (ar mekanik, an ostilh, al labour dieeun a ya d'ober an nerzhioù produiñ danvezel). Bez eus un enebiezh kreñv en darempredoù produiñ : ar broletaerien a ya war-du o gwareziñ (a-fed yec'hed korfel, o amzer dudi...), padal e vez dalc'herien ar c'hevala o vountañ warno da heuliañ an araokadennoù teknikel, o kreskiñ galloud ar mekanikoù hag an ostilhoù.
An enebiezh-se a gresk betek ar poent ma tarzhfe ha ma lakfe an istor da vont war-raok : da skouer, erruet eo an Dispac'h Gall abalamour d'ar c'hevezerezh etre klasad ar vourc'hizien (o terc'hel ar c'hevala) hag an aristokrated (o terc'hel an tiriadoù). Dielfennet eo neuze an Dispac'h gall evel un dispac'h bourc'hiz, e-lec'h m'eo bet erlec'hiet aotrouniezh ur renkad gant unan all. An darvoud-se en deus kemmet stumm ar gevredigezh : erlec'hiet eo ar feodelezh gant ar gevalaouriezh, hag ar sklavouriezh gant al labour gopret.
Da zisplegañ o savboent eo keñveriet ganto ar gevredigezh ouzh ur savadur. Bez emañ an diazez (diwelus eus ar maez), gant nerzhioù produiñ, an darempredoù etrezo hag ar pezh tro-dro ; ha bez emañ an dreistsavadur (da lâret eo ar savadur e-unan, gwelet eus an diavaez) : gant mennozhioù, moralioù, ensavadurioù politikel ha relijiel, hag all. An dreistframmoù politikel ha levezon ar soñjoù hag an emskiant hiniennel. Da ziverrañ : an hollad mennozhioù hag ensavadurioù o reiñ abegoù d'an diazez eo an dreistsavadur. Labouret e voe spisoc'h war dielfenn ar dreistsavadur gant ar marksour italian Antonio Gramsci.
Teir elfenn a ya d'ober peulioù ar gevredigezh : an nerzhioù produiñ, an doareoù produiñ, hag an dreistsavadur. Emdreiñ a ra an doareoù produiñ hervez an enebiezhoù diabarzh e kelc'hiadoù kresk ha digresk. An nerzhioù produiñ a roas an diaz evit an darempredoù produiñ ; lec'h ma vo diorroet an dreistsavadur sokial.
Sell war an istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adalek o sell war ar c'hevredigezhioù eo termenet reolennoù an danvezouriezh istorel. Emdroadur an nerzhioù produiñ, da lâret eo framm armerzhel ar gevredigezh, eo kelfusker an istor. Hervez live diorroiñ an nerzhioù produiñ e vez kavet ar darempredoù produiñ en ur stad resis, termenet adalek doare perc'henniezh ar binvioù produiñ (douar, danvezioù kentañ, mekanikoù, binvioù treuzdougen ha kemennañ, hag all) hag ar renkadoù o terc'hel pe o vezañ korvoet ganto.
Dielfennet e vez neuze istor Mab-den e lodennoù bras hag a glot gant ur mare resis eus diorren an nerzhioù produiñ hag an darempredoù produiñ :
- Ar Ragistor, a vez desellet evel ar gomunouriezh kentañ, e-lec'h ma veze graet al labour a-gevret, da lâret e oa kenstroll perc'henniezh ar binvioù produiñ ha dasparzhet ar gounidoù etre an holl. Neuze ne oa ket a rummadoù sokial.
- An doare produiñ tadelour a verk ganedigezh ar berc'henniezh war ar binvioù produiñ (hini ar familh). Kroget eo ivez da ziforc'hiañ an obererezhioù (mestroniezh ar baotred, aotrouniezh an tad pe an tiern...).
- An araokadennoù teknikel (labour-douar ha sevel loened, metalouriezh ha keramik, kenwerzh...) a grogas rannadur al labour, ar pezh a laka un nebeudig tud da zastum douaroù ha pinvidigezhioù o korvoiñ ar re all : ur c'hlasad perc'henned zo ganet. Dont a reont d'ur mare bennak da vezañ perc'henned war nerzh pennañ ar produiñ : an dud, dindan stumm ar sklaverezh. An Henamzer eo, pe « renad ar sklaverezh »,
- Tamm-ha-tamm e c'houlenn an araokadennoù teknikel muioc'h-mui a stummadur hag a startijenn digant al labourerien, ar pezh a gas d'ar perc'henn nevez, an aotrou feodel, reiñ dezho muioc'h a emrenerezh : n'int ket mui sklaved staget ouzh o mistri met served staget ouzh un dachenn pe ur vro, dalc'het gant un Aotrou. Marx a gemeras amañ skouer ar gristeniezh, a oa o stourm war-zu an araokadenn-se e penn-kentañ ar Grennamzer, evel un elfenn eus dreistsavadurioù ar gevredigezh oc'h emdreiñ. Anvet eo ar mare-se ar Grennamzer, pe « renad feodel », renet gant ur renkad brezelourien a implij ur bern produerien served staget ouzh an douaroù .
- Kenderc'hel a ra an araokadennoù teknikel gant mekanikoù labour-douar hag ar greanteladur, ha neuze implij labourerien stummet gwelloc'h ha frank da gompren ha da reoliñ ar mekanikoù en un doare efedus. Dont a reont da vezañ emskiant eus o statud, setu perak e c'hoarvez dispac'hoù bourc'hiz frankizour (evel Dispac'h Bro-C'hall 1789) da zieubiñ al labourerien a-fed lezenn. Bez eus ur stumm korvoiñ nevez : ar berc'hennourien a zalc'h ar mekanikoù met diazezet eo bremañ o aotrouniezh war an dud gant ur c'hevread armerzhel ha nann war ur berc'henniezh difiñv. Ar renad kevalaour a vez graet eus ar mare-se, lec'h m'emaomp c'hoaz hiriv an deiz.
Adalek eil lodenn an XIXvet kantved, an araokadennoù teknikel a lakaas war-wel an ezhomm da sevel nerzhioù produiñ a-stroll (embregerezhioù bras, uzinoù ramzel), padal e chom prevez perc'henniezh ar binvioù produiñ. Hervez an deorienn varksour, diorroadur an istor da heul a rank bezañ neuze erlec'hiadur an darempredoù kevalaour gant darempredoù produiñ a-stroll : ar brouenn eo direizh an darempredoù produiñ a gaver, hervez Marx, en enkadennoù armerzhel o lakaat diaes ar bed kevalaour.
An direizhderioù-se a zeu eus un dasparzh fall eus ar gounidoù : dre ma rank ar gevalaourien klask gounit muioc'h-muiañ evit chom war ar marc'had ha nompas koll a-enep ar c'hevezerezh, bez e vo eus un digresk duadur ar feur gounid a lakao ar vourc'hizelezh da vont da get.
Dre ma vo nac'het ar cheñchamant gant an dreistsavadurioù kevalaour (ar Stad), e rank an dreuzenn-se bezañ kaset da benn gant un dispac'h proletaer. Ret e vo sevel un diktatouriezh eus ar proletariad, evit kreñvaat e c'halloud : ret e vo d’an diktatouriezh-se skarzhañ ar berc’henniezh prevez war ar binvioù produiñ. Ar stad a vo ur meizad evit distrujañ ar renkadoù sokial - un abeg nac'het gant dispac'hourien eus mare Marx, en o zouez Bakounin hag al luskad anvelourien. A-du e chomont memestra war ar pal : krouidigezh ar gevredigezh hep renkadoù.
Sell daelerour
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An doare d'ober dialektikel, tennet digant Hegel, a voe adimplijet gant ar varksourien. Implijet eo ar memes schema soñjal ha hini Hegel : luskad an istor a glot gant an teir elfenn tezenn-antitezenn-sintezenn : pep lusk (tezenn) a ro lañs d'e enebiezh (eneptezenn). Tremen a reont d'al live uheloc'h dre nac'hadenn an nac'hadenn : ar sintezenn). Da skouer, tezenn ar gomunouriezh kentañ orin gant a zo dislavaret gant eneptezenn ar berc'henniezh prevez war ar binvioù produiñ : emgann ar renkadoù a vez graet eus an enebiezh-se, hag a ro lusk istor a-bezh an armerzh hag ar c'hevredigezhioù. An enebiezh-se a roio plas a-benn ar fin da sintezenn ur gevredigezh hep renkadoù, savet gant ar gomunouriezh nevez a ziskoulmo an enebiezhoù sokial a-benn ar fin.
Burutelladennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Burutellaet eo bet alies ar sell marksour evel ul sell teleologel war an istor, da lâret eo e vefe eus un tu rediet gant istor mab-den, ar pezh n'eo ket diazezet war ul labour skiantel padal eo abeg an danvezouriezh istorel da reiñ un doare ober strizh an istor. Ar riskl oc'h implijout ar sell-se eo ar memes hini hag ar pezh veze rebechet da Hegel gant Marx er penn kentañ : kaout ur brederouriezh difiñv digevreet diouzh emdroadur gwir an istor.
Un abeg all zo savet gant Jacques Ellul da-geñver an araokadenn deknikel ha n'eo ket burutellaet tamm ebet gant an deorourion varksour.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Patrom:ChapitreKarl Marx, "Le 18 Brumaire de Napoléon Bonaparte", Nouveau Monde Eds, 2017
- ↑ Gilles Candar, Le Socialisme, Milan, coll. « Les essentiels », 1996, p. 16-17
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Karl Marx, Thèses sur Feuerbach, 1845
- Karl Marx, Manifesto ar Strollad Kommunour, 1845
- Karl Marx et Friedrich Engels, An Ideologiezh Alaman, 1846
- Karl Marx, Contribution à la critique de l'économie politique, 1859
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Termenadurezh istorel
- Armerzh marksour
- Armerzhouriezh
- Stourm ar c'hlasoù
- Marksouriezh
- Danvezouriezh
- Prederouriezh an Istor |
- Sokialouriezh skiantel |
Prederourien
![]() |
Porched an Istor – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Istor. |