Danu (doueez Iwerzhon)
Krediñ a reer e oa Danu ([ˈd̪anu]) un doueez e mojennoù Iwerzhon, ha ne gaver anv anezhi nemet en anv an Tuatha Dé Danann, a vez troet peurliesañ evel pobl an doueez Danu. Daoust d'un ezvezañs klok eus an testennoù kentañ, e klaskas folklorourien d'ar mare viktorian diwezhat lakaat perzhioù resis da z-Danu, gwelet evel ur vamm-doueez pe liammet ouzh fonnder al labour-douar[1],[2],[3].
Er mojennoù gouezelek eo Danu doueez-vamm an Tuatha Dé Danann, unan eus ar meuriadoù kentañ a oa staliet en Iwerzhon. Bez eo dreist-holl e Munster, e-lec'h ma oa anavezet evel Anu. Anavezet eo ivez gant anvioù all e sevenadur Kembre, evel Dana, Anu ha Don. Un doueez kozh eo, doueez ar stêrioù, ar puñsoù, an hudouriezh, ar pinvidigezh, ar frouezhusted hag ar furnez. Doueez ar brezel e oa ivez, ur c'hempouez etre ar mad hag an droug.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Squire, Charles (2011) [1905]. Celtic Myth and Legend: Poetry and Romance. Forgotten Books
- ↑ (en) MacLeod, Sharon Paice (2018). Celtic Cosmology and the Otherworld: Mythic Origins, Sovereignty and Liminality. McFarland & Company.
- ↑ (en)Townshend, George (1915). Irish Mythology. The Sewanee Review. 23 (4): 458–467