Daniel Naroditsky
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
| Bro sport | Stadoù-Unanet |
| Anv e yezh-vamm an den | Daniel Naroditsky |
| Anv-bihan | Daniel |
| Anv-familh | Naroditsky |
| Deiziad ganedigezh | 9 Du 1995 |
| Lec'h ganedigezh | San Mateo |
| Deiziad ar marv | 19 Her 2025 |
| Lec'h ar marv | Charlotte |
| Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg, rusianeg |
| Micher | c'hoarier echedoù |
| Titl an den a echedoù | Mestr-meur etrebroadel an echedoù |
| Bet war ar studi e | Skol-Veur Stanford, Crystal Springs Uplands School |
| Sport | echedoù |
| Deskrivet en URL | https://slate.com/technology/2025/11/daniel-naroditsky-death-chess-grandmaster-vladimir-kramnik-twitch-stream.html |
| Skrivet en deus evit | Chess Life, The New York Times |
Daniel Aaron Naroditsky (9 a viz Du 1995 – 19 a viz Here 2025) a oa ur c’hoarier echedoù stadunanat, mestr-meur etrebroadel, hag un aozer videoioù war-eeun war ar Genrouedad. 2647 e voe e renk Elo uhelañ. Kampion ar bed ar re yaouankañ evit 12 vloaz e oa e 2007 ha kampion SUA ar re yaouankañ evit 20 vloaz e 2013. Arbennigour e oa war ar c’hoari prim, gant ur renk Elo uhelañ a 2716, hag edo e touez ar 25 a c’hoarierien wellañ an echedoù prim er bed. Daou levr a-zivout an echedoù en deus skrivet, embannet eo bet an hini kentañ pa oa 14 vloaz.
Levrioù skrivet gantañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Naroditsky, Daniel (2010). Mastering Positional Chess: Practical Lessons from a Junior World Champion. Alkmaar, Netherlands : New In Chess. ISBN 978-90-5691-310-6. OCLC 436031073.
- Naroditsky, Daniel (2012). Mastering Complex Endgames: Practical Lessons, Critical Ideas & Plans. Alkmaar, Netherlands : New In Chess. ISBN 978-9056914059. OCLC 795757107.
Tamalloù a drucherezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abaoe 2023 en deus tamallet Vladimir Kramnik meur a c’hoarier, evel Hikaru Nakamura[1] pe David Navara[2], da vezañ truchet pa oant o c’hoari echedoù enlinenn, hep prouenn ebet. Tamallet en deus Naroditsky er memes mod[3].
Marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D’ar 19 a viz Here 2025 eo bet kavet korf marv Naroditsky gant Oleksandr Bortnyk ha Peter Giannatos, a laboure gantañ. An deiz a-raok en doa kaset un abadenn war-eeun a badelezh hir, ha trubuilhet e oa gant tamalloù Kramnik[4].
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) McClain, Dylan (December 25, 2023). "Elite Chess Players Keep Accusing Each Other of Cheating", The New York Times.
- ↑ (en) FIDE statement on the situation involving GM Kramnik and GM Navara. Chessbase.
- ↑ (en) Leonard Barden. Chess: Fide to ‘discipline’ Kramnik over Naroditsky cheating allegations. The Guardian.
- ↑ (en) Daniel Naroditsky' Tragic Final Moments: How Pals Tried to Save Him Hours Before His Death. International Business Times.