Daniel Cueff

Eus Wikipedia
Portrait de Daniel Cueff.
Daniel Cueff en 2010.

Daniel Cueff, ganet e 1955 e Kastell-Paol, zo ur politikour ekologour breizhat.

Politikour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe 1999 eo maer Langoed, ur gumun a 562 annezer. En 2010 eo bet dilennet da guzulier rannvro, war listenn Jean-Yves Le Drian. E 2014 e oa war listenn UDB evit dilennadeg kannaded Parlamant Europa. E 2015 e oa war al listenn Breizh Evel-Just asambles gant UDB ha gant Kristian Troadeg.

Mennozhioù ekologour ha rannvroelour en deus. Implijet en deus ar rouedad dilennidi Bruded evit reiñ da anavezout disoc'hoù ar politikerezhioù ekologel aozet gant an dilennidi lec'hel e Breizh.

Sikouret en deus izili Dibab da aozañ ur votadeg diwar-benn adunvaniezh Breizh ha Dael Breizh e Langoed, e 2015.

Skrivet en deus ul levr gallek diwar-benn ar rannvroelouriezh hag an demokratelezh, "La Bretagne, un horizon démocratique pour notre République", hag ul levr a-ijin diwar-benn ar 100 devezh kentañ buhez politikel e Breizh ma vije bet trec'h al listenn Breizh Evel-Just en dilennadegoù rannvro e 2015.