Damvogalenn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Er yezhoniezh e vez implijet an termen damvogalenn (saoz.: semivowel) pe damgensonenn (saoz.: semiconsonant) evit komz eus vogalennoù nann-silabennek implijet a-gevret gant vogalennoù silabennek evit sevel diftongennoù.

Hanterhent eo an damvogalennoù ouzh ar c'hensonennoù dre dostaat (saoz. approximant) hag ar vogalennoù e-keñver o doare distagañ diouzh un tu hag heñvel int ivez ouzh ar c'hensonennoù e-keñver o mont-en-dro.

Hervez reolennoù treuzskrivañ al lizhereneg fonetikel etrebroadel e implijet peurliesañ sin diaktrikel [  ̯  ] skrivet dindan ur vogalenn evit diskwel eo nann-silabennek daosut ha meur a wezh e reer heptañ evit aesaat an traoù.

Da skouer, bez' e c'heller treuzskrivañ ar ger saoznek wow [waʊ̯], ha daoust ha m'eo heñvel ouzh ar vogalenn [u] koulz [w] ha [ʊ̯] e vezont treuzskrivet gant arouzennoù disheñvel evit diskwel e rank dielfennañ an elfenn gentañ [w] evel un elfenn gensonennel keit ha ma rank bezañ komprenet an elfenn diwezhañ [ʊ̯] evel ur rann eus an diftongenn [aʊ̯]. Dre m'az ei strisoc'h (serroc'h) eviti ar sonenn dre dostaat [w] muioc'h kensonennlheñvel evit an damvogalenn [ʊ̯] an hini eo ivez.

Dre m'eo tost an eil ouzh eben war al live fonetikel e vez implijet a-wezhoù an termenoù "sonenn dre dostaat" ha "damvogalenn" evel ma vefent heñvelster. Disheñvel int avat ha termeniñ a c'heller an damvogalennoù en un doare resisoc'h evel sonennoù dre dostaat o klotaat gant bep ur vogalenn, da lâret eo:

[j] a glota gant [i]
[w] a glota gant [u]
[ɥ] a glota gant [y]
[ɰ] a glota gant [ɯ]

Kavout a reer ivez e yezhoù evel an nepaleg, ar roumaneg hag ar samoaeg damvogalennoù nann-silabennek [e̯] hag [o̯] o klotaat gant vogalennoù etre (saoz. mid vowel), da skouer:

Damvogalenn serr kv. damvogalenn greiz
samoaeg: ’auro [ʔau̯ɾo] ("aour") kv. ao [ao̯] ("koumoulenn")

Gwelit ivez:[kemmañ]