Damsoudard
Iskevrennad eus | lu amreoliek ![]() |
---|---|
Dezverket dre | paramilitarism ![]() |
Roll ar sujed | public security ![]() |
Roll elfennoù | list of paramilitary organizations ![]() |

Damsoudard pe peuz soudard a vez graet eus hiniennoù pe aozadurioù milourel met n'int ket ul lodenn eus lu ofisiel ur Stad nag un nerzh armet lezennel.
Sell ledan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An damsoudarded n'int ket soudarded en un doare strizh, alies e vezont stourmerien armet hag a vije tost ouzh an troadegiezh skañv pe nerzhioù ispisial kement a-fed nerzh, galloud tennañ, ha doare da aozañ.[1] An damsoudarded a implij dafar nerzhioù surentez diabarzh (evel re ar surentez diabarzh/karbedoù polis hobregonet), ha betek dafar milourel da vat[2] (evel armoù skoaz ha karbedoù hobregonet dezougen soudarded; alies an dafar a zo reoù dreistgwerzhioù milourel), barregezhioù (evel medisinerezh brezel ha poultrerien), ha kadoniezhoù (evel ar brezel kêrel ha close-quarters combat) hag a zo implijus evit tizhout palioù ar stourmerien-se. Alies e vez implijet ar barregezhioù-se gant reoù polis, gwarded aod, pe furchal ha saveteiñ. Ar peuz soudarded a c'hell bezañ dindan urzhioù milourien, gourdonet gant soudarded pe asambles, da gaout ar gwir da implij o dafar dezho, hag hep bezañ ur skourr liammet ganto.
Hervez lezenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez gwir ar brezel, ur stad a c'hell implijout aozadurioù damsoudardel pe ajañsoù armet (evel un ajañs polis pe youlidi eus ur bezen) brevez evel stourmer en nerzhioù lu. Hervez bonreizh, broioù 'zo a zifenn an aozadurioù damsoudardel er-maez eus ar re implijet gant ar gouarnamant.
Doareoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Hervez an degemer lezennel a vez gant ur vro , an "damsoudarded" a c'hell bezañ:
- nerzhioù milourel adarmead, evel ar gward vroadel, gward prezidantel, gward republikan, nerzhioù difenn stad, home guard, gward trevour, gward impalaerel, ha nerzhioù gward roueel.
- Embregerezhioù soudarded prevez ha goprsoudarded
- Armeoù direoliek, evel bezenoù, partizaned, luskadoù rezistañs, stourmerien evit ar frankiz, strolladoù rebelled, armeoù dieubidigezh, armeoù guerilla, stourmerien, emsavidi, ha strolladoù sponterien.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Wider conflict feared as Sudan's army and rival paramilitary force clash in capital (en-us)(2023-04-15).
- ↑ Böhmelt, Tobias (February 2018). "Auxiliary Force Structure: Paramilitary Forces and Progovernment Militias". Comparative Political Studies 51 (2): 197–237. DOI:10.1177/0010414017699204. ISSN 0010-4140