Damergativelezh
Steudadur morfologel-kevreadurezhel | |
---|---|
|
Er yezhoniezh e vez implijet an termen damergativelezh (saozneg : split ergativity) evit komz eus ur steudadur morfologel-kevreadurezhel kemmesk kavet e yezhoù 'zo implijet gante ur frammadur ergativel-absolutivel e degouezhioù 'zo hag ur framamdur morfologel-kevreadurezhel all, peurliesañ nominativel-akuzativel e degouezhioù yezhadurel resis all.
E gwirionez eo damergativel an darn vrasañ eus ar yezhoù renket dre voas e-touez ar yezhoù ergativel-absolutivel kentoc'h evit yezhoù ergativel-rik.
Setu roll an abegoù pennañ evit ober gant an eil steudadur pe egile en degouezh-mañ'n-degouezh er yezhoù damergativel.
- Kemmañ a c'hell implij an steudadur pe egile abalamour da vezañs ur "perzhiad-diviz" (saoz. discourse participant), da lâret eo ar c'hentañ pe an eil gour ("me"/"ni"; "te"/"c'hwi"a first or second person). Da skouer, an dyirbaleg komzet en Aostralia a ra gant ar steudadur ergativel en holl kenarroudoù yezhadurel nemet pa implijet ar c'hentañ pe an eil gour en diviz, ha neuze e ra gant ar steudadr akuzativel. Tennañ a ra an abeg-mañ d'ar fed ma reer dave d'un dra vev pe get, un elfenn a-bouez dre vras e yezhadurel an dyirbaleg.
- Kemmañ a c'hell ivez implij an eil steudadur pe egile hervez amzer pe arvez ar verb. Ar yezhoù indez-iraniek, da skouer, a laka un diforc'h etre implij ar steudadur ergativel pe akuzativel hervez ma implijer an arvez ledan, implijet gant ar steudadur akuzativel, diouzh un tu pe strizh, implijet gant ar steudadur ergativel, diouzh an tu all.
- E yezhoù aostrenezek 'zo, en o zouez ar sinaogoroeg, e vez implijet ar steudadur ergativel evit a sell ouzh an troadoù keit ha ma reont gant ar steudadur akuzativel evit frammadurioù kevreadurezhel.
- E yezhoù evel an dakatoeg e vez merket arguzenn verboù aktivel, da skouer "redek", en hevelep doare hag evit ar verboù tranzitivel dres evel er yezhoù akuzativel, keit ha ma vez merket arguzenn verboù stadel (nann-aktivel), da skouer "bezañ en e sav" en hevelep doare ha renadenn ur verb tranzitivel dres evel er yezhoù ergativel. Un isrummad eus ar yezhoù aktivel-stadel eo yezhoù a seurt-se, anvet yezhoù damaktivel (saoz. split-S language).
Skouer: an hindeg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An hindeg-ourdoueg a implij ar steudadur ergativel evit merkañ rener ar verboù tranzitivel en arvez strizh en tu-gra hag ar steudadur akuzativel en degouezhioù all, pa vez merket ar rener gant an troad nominativel, da skouer :
- लड़का किताब ख़रीदता है
- laṛka kitāb xarīdtā hai
- paotr.Msg.NOMINATIVEL levr.NOMINATIVEL.Fsg prenañ.BOAZ.Msg eo.BREMAÑ[1]
- "Ar paotr a bren ul levr"
- लड़के-ने किताब ख़रीदी
- laṛke-ne kitāb xarīdī
- paotr.Msg-ERGATIVEL levr.NOMINATIVEL.Fsg prenañ.STRIZH.Fsg[1]
- "Ar paotr a brenas ul levr"