Mont d’an endalc’had

Dalc'herezh Polonia gant Alamagn (1939-1945)

Eus Wikipedia
dalc'herezh Polonia gant Alamagn (1939-1945)
dalc'herezh milourel
Lec'hEil Republik Polonia Kemmañ
Foundational textEmglev Molotov-Ribbentrop Kemmañ
Deiziad kregiñGwengolo 1939 Kemmañ
Deiziad echuiñMae 1945 Kemmañ
PerzhiadUnaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel, Reich alaman Kemmañ
Abeg pennañGerman–Soviet Treaty of Friendship, Cooperation and Demarcation Kemmañ
Testenn ar pennreolennoùSecret Additional Protocol to the Molotov–Ribbentrop Pact Kemmañ

E-kerzh an Eil Brezel-bed, Polonia a oa bet dindan dalc'herezh an Trede Reich hag an Unvaniezh soviedel (hag ivez Slovakia) goude aloubadeg ar vro e miz Gwengolo 1939, hag echuet e oa goude trec'h ar Gevredidi war Alamagn e Mae 1945. E-kerzh hollad an dalc'herezh, tiriad Polonia a oa bet rannet etre an Alamagn nazi hag an Unvaniezh Soviedel (URSS), ha pep hini anezho a glaske riñsañ sevenadurezh Polonia ha sujañ ar boblañs.[1] Er goañv-diskar amzer eus 1941, an tiriadoù polonat e-dalc'h an Unvaniezh soviedel a voe aloubet gant Alamagn e penn kentañ an Oberiadur brezel Barbarossa. Goude nebeut bloavezhioù stourm kalet, al Lu Ruz a oa deuet a-benn da lakaat an nerzhioù lu Alaman da gilañ diouzh URSS ha Polonia.

Ar sokiologour Tadeusz Piotrowski a embann e oa bet kement tu dalc'her unan enebet ouzh souverenelezh Polonia, ar bobl, hag ar sevenadur ha klasket o devoa o riñsañ.[2] A-raok an Oberiadur Barbarossa, an Alamanted hag ar Soviediz o devoa kenurzhiet an doare ma vije renet Polonia, ur skouer anat a oa bet ar c'hendivizoù Gestapo–NKVD, lec'h ma oa bet an alouberien oc'h eskemm war ar steuñvioù evit enebiñ ouzh ar Rezistañs polonat.[3]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Ministrerezh an Aferioù diavaez eus Polonia|2014|pp=10–28
  2. Olsak-Glass, Judith (January 1999). "Review of Piotrowski's Poland's Holocaust". Sarmatian Review
  3. Patrom:Harvnb: Terminal horror suffered by so many millions of innocent Jewish, Slavic, and other European peoples as a result of this meeting of evil minds is an indelible stain on the history and integrity of Western civilization, with all of its humanitarian pretensions. "This meeting" refers to the most famous third (Zakopane) conference).