Dalc'herezh alaman Bro-C'hall e-kerzh an Eil Brezel-bed
Neuz
dalc'herezh alaman Bro-C'hall e-kerzh an Eil Brezel-bed
| Iskevrennad eus | tiriad e dalc'h |
|---|---|
| Arvez | Germans in France, history of France |
| Anv er yezh orin | Militärverwaltung in Frankreich |
| Bro | Trede Reich, Frañs |
| Kêr-benn | Pariz |
| Lec'h | Northern France |
| Deiziad kregiñ | 22 Mezheven 1940 |
| Deiziad echuiñ | Eost 1944, 4 Here 1943 |
Dalc'herezh alaman Bro-C'hall e-kerzh an Eil Brezel-bed (galleg: L'Occupation), pe ac'huberezh, a vez graet eus ur mare en istor Bro-C'hall pa oa bet dalc'het Bro-C'hall en un doare milourel gant nerzhioù lu an Trede Reich. Kroget e oa an dalc'hidigezh gant arsav-brezel an 22 a viz Even 1940 hag echuet e oa goustadik gant dieubidigezh Korsika e miz Here 1943, ha goude-se gant dieubidigezh peurrest Bro-C'hall adalek miz Even (Emgann Normandi) hag Eost 1944 (dilestradeg Provañs) hag echuet e oa e miz Meurzh 1945 gant an Oberiadur-brezel Undertone a wel dieubidigezh pays de Bitche hag Unteremwàld). Porzhioù Dukark, An Oriant ha Sant-Nazer na vint dieubet nemet goude an arsav-brezel ha kodiniadigezh ar gwarnizonoù alaman e Mae 1945.