Dalc'h Roman
An Dalc'h Roman (latin : Quaestio Romana ; italianeg : Questione romana) zo un tabut a voe en XIXvet kantved en Italia diwar-benn galloud ar bibien da ren war tiriadoù nann-relijiel. Termen a voe lakaet d'an tabut-se gant sinadur Kengradoù al Laterano, 80 vloaz goude, e 1929.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an 9 a viz C'hwevrer 1849, ar Republik roman a gemeras gouarnamant Stadoù ar Pab goude tec'hadenn ar pab Pi IX da Rouantelezh an Div Sikilia. E miz Gouere e teuas an arme c'hall da adlakaat ar pab er galloud ; a-neuze e voe anv eus an Dalc'h Roman.
Dek vloaz diwezhatoc'h, e miz Gouere 1859, krak goude Eil Brezel Dizalc'hiezh Italia ha sinadur Arsav-brezel Villafranca gant Impalaeriezh Aostria hag an Eil Impalaeriezh c'hall, ur pennad anvet The Roman Question embannet er gelaouenn bolitikel The Westminster Review e Londrez a zisklêrias e ranke Stadoù ar Pab dilezel proviñsoù Mor Adria ha bezañ krennet da diriad Roma hepken[1], ar pezh a voe graet e 1860 pa voe aloubet an darn vrasañ eus Stadoù ar Pab gant Rouantelezh Italia a oa war sevel.

D'an 18 a viz C'hwevrer 1861 en em vodas kentañ Parlamant ar rouantelezh nevez e Torino ; miz goude, d'ar 17 a viz Meurzh, e lakaas Vittorio Emanuele II da roue Italia a-raok disklêriañ d'ar 27 a viz Meurzh e oa Roma kêr-benn ar rouantelezh.
Koulskoude ne c'hallas ket ar gouarnamant sezañ e Roma rak a-c'houde bezañ diskaret ar Republik roman e 1850, an impalaer Napoleon III en doa lezet ur gwarnizonad soudarded c'hall eno evit difenn ar pab Pi IX ; e 1865 neuze, ar gouarnamant italian a zilojas eus Torino da Firenze.
A-enep-krenn raktresoù Rouantelezh Italia e chomas ar pab. Adalek miz Kerzu 1869 e voe dalc'het Kentañ Sened-meur ar Vatikan e Roma, a embannas e miz Gouere 1870 ne c'helle ket ar pab bezañ faziet e nep keñver ; « difaziusted ar pab » a reer eus kement-se en doueoniezh, petra bennak ma seblant bezañ abegoù politikel ivez d'an disklêriadur.
E miz Gouere 1870 ivez e tarzhas ar Brezel gall-prusian. E deroù miz Eost, Napoleon III a dennas e warnizon eus Roma, neuze ne c'helle mui gwareziñ ar pezh a chome eus Stadoù ar Pab, hag ar bobl italian a c'houlennas groñs ma vefe kemeret Roma gant ar gouarnamant. Hennezh ne reas mann ebet a-raok ma vefe paket an impalaer gall en Emgann Sedan e miz Gwengolo. Ar roue Vittorio Emanuele II neuze a gasas ar c'hont Gustavo Ponza di San Martino davet Pi IX evit kinnig dezhañ aotren ma yafe an arme italian tre e Roma evit gwareziñ ar pab[2].
| Ar boulc'h er Porta Pia |
D'an 11 a viz Gwengolo, hep gortoz respont ar pab fuloret, arme Rouantelezh Italia a dreuzas an harzoù gant Stadoù ar Pab hag a yeas gorrek war-zu Roma ; d'al Lun 19 ec'h erruas dirak Moger Aurelianus hag e lakaas seziz war gêr. Pi IX a zisklêrias ne godianfe Roma nemet goude m'en defe stourmet e arme evit diskouez e rae a-rekin. Antronoz, goude bezañ digoret ur boulc'h e moger ar Porta Pia a-daolioù kanol e-pad teir eur, un unvezh italian a yeas tre e Roma. Kolloù a voe : 49 soudard italian ha 19 a re d'ar pab. Gant asant pobl Italia e voe staget Roma hag al Lazio ouzh Rouantelezh Italia.
Koulz ar pab Pi IX hag e warlerc'hidi adalek Leon XIII (ren 1878-1903) betek Pi XI (ren 1922-1939) a nac'has anzav reizhwir ar gouarnamant italian e Roma. Ar bobl italian a c'houlennas c'hoazh ma vefe lakaet da gêr-benn ar rouantelezh, met ar roue a nac'has staliañ e lez e Palazzio del Quirinale, en ur sevel a-du gant meur a Stad en Europa. D'an darn vrasañ eus pobloù ar c'hevandir e vije gwelloc'h e chomfe gouarnamant Italia e Firenze, evit diluziañ ar gudenn ur wech da vat : dizalc'h diouzh ar Stad italian e vije ar bibien. Distreiñ war e soñj avat a reas Vittorio Emanuele II pa zivizas en diwezh en em staliañ er Palazzio, el lec'h ma oa bet meur a bab o chom. Met pa voe goulennet an alc'hwezioù digant ar pab, hemañ a nac'has o reiñ en ur lavarout :
« Evit piv en em gemer al laeron-se pa c'houlennont an alc'hwezioù evit digeriñ an nor ? Diskaret anezhi mar fell dezho ! Soudarded Napoleon, pa fellas dezho pakañ Pi VI, a dremenas dre ar prenestr, hogen int zoken ne voent ket divergont a-walc'h evit goulenn an alc'hwezioù. »[3]
Un alc'hwezer a voe galvet neuze.
D'an 13 a viz Mae 1871, ar Parlamant italian a embannas Lezenn ar Gwarantoù (Legge delle Guarentigie) a zeroe d'ar pab un niver a enorioù ha brientoù par da re roue Italia, en o zouez ar gwir da gas ha da zegemer kannaded, gwared diplomatel ganto, evel pa vije chomet ar renk a bennoù Stad gant ar bibien[4].
Adarre, ar pab Pi IX hag e warlerc'hidi a nac'has anzav gwir roue Italia da ren war ar pezh a oa bet Stadoù ar Pab, ha gwir Gouarnamant Italia da dermeniñ brientoù ar bibien ha da embann lezennoù a selle outo[5], war zigarez ma tlee ar pab bezañ dizalc'h diouzh pep galloud politikel en e gefridi speredel, ha ma ne c'helle ket bezañ "chapalan roue Italia"[6] ; nac'het e voe Lezenn ar Gwarantoù gant ar Sez Santel neuze.
Daoust d'ar Stad italian bezañ kadarnaet meur a wech e vefe dizalc'h ar bibien en Italia hag e-maez anezhi, ar bibien a nac'has teurel troad er-maez eus ar Vatikan – met en doare-se en em lakaent de facto dindan gwarez an arme hag ar polis italian. "Prizonidi ar Vatikan" e voent neuze evit gwir, betek sinadur Kengradoù el Laterano e 1929 a lakaas Keoded ar Vatikan d'ur Stad dizalc'h diouzh Italia.
Adalek neuze e voe graet "an noblañs du" eus an noblañsoù o doa bet o zitloù digant pibien, peogwir e oant o tougen kañv.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Raffaele De Cesare : The Last Days of Papal Rome ; Londrez, Archibald & Co. Ltd, 1919
- (en) David I. Kertzer : Prisoner of the Vatican – The Popes' secret plot to capture Rome from the new Italian State ; Boston, Houghton Mifflin Harcourt, 2004 (ISBN 978-0-618-22442-5)
- (en) David I. Kertzer : The Pope and Mussolini – The Secret History of Pius XI and the Rise of Fascism in Europe ; Oxford, Oxford University Press, 2014 (ISBN 978-0-19-871616-7)
- (en) John F. Pollard : Money and the Rise of the Modern Papacy: Financing the Vatican, 1850–1950 ; Cambridge, Cambridge University Press, 2008 (ISBN 978-0-521-81204-7)
- (en) Ivan Scott : The Roman Question and the Powers, 1848–1865 ; Dordrecht, Springer, 2012 (ISBN 978-94-015-7541-6)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) The Westminster Review, Gouere 1859, pp. 105–121.
- ↑ (en) De Cesare, 1909, p. 444.
- ↑ Kertzer, 2004, pp. 79-83.
- ↑ (it) Gazetta ufficiale de la republica italiana.
- ↑ (en) Catholic Encyclopedia.
- ↑ Pollard, 2005, p. 11.