Mont d’an endalc’had

Dafnis (barzh)

Eus Wikipedia
Ur pennad Dafnis zo ivez.
Delwenn ma weler an doue Pan o kelenn d'e eromenos, ar mesaer yaouank Dafnis, penaos seniñ fleüt. War-dro 100 kent JK. Delwenn roman e marmor, savet diwar un delwenn hellazat gant Heliodoros (IIIe-IIvet kantved kent JK), kavet e Pompei. Dastumad Farnese, Mirdi Broadel an Hendraouriezh, e Napoli.

Dafnis (Δάφνις e gregach, eus δάφνη - dafne, "lore"), mab da Hermes ha d'un nimfenn a Sikilia, a oa ur mesaer ha fleüter ha tad ar varzhoniezh e mojennoù Hellaz kozh, lakaet da zoue.

Hervez ar vojenn e oa ganet demdost da Assoro, ur gêriadenn e proviñs Enna, e Sikilia. An doue Pan, a oa sot gantañ, an hini a zeskas dezhañ seniñ fleüt. Gwarezet e oa gant ar Muzezed a roas dezhañ karantez ouzh ar varzhoniezh. Ar c'hentañ barzh a savas bugulganoù e oa a-hervez. A-raok dezhañ ne oa nemet gouezidi eus ar vesaerien, hag eñ eo a roas dezho ar varzhoniezh, a ouezas o sevenaat, o c'helennas diwar-benn an doueed.

Karet e oa gant un naiadenn (pe Ec'henais pe Nomia) met ne voe ket feal dezhi. Evit en em zialañ e troas ar paotr e maen, pe e tallas anezhañ, hervez doareoù ar vojenn.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.