Mont d’an endalc’had

DZ Mafia

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ. 

An DZ Mafia (evit Djazair, "Aljeria") zo ur c'hartell drammoù krouet e karterioù norzh Marselha er bloavezhioù 2010 gant daou vreur a-orin aljerian, Mehdi ha Lamine Laribi. Tamallet e vez e izili d'ober muntroù, drouklazhadennoù urzhiet, trafikerezh drammoù ha skrapadennoù[1]. Abaoe 2024 e vije kroget da rañsonañ koñversanted pe tud vrudet evel rapourien pe levezonerien[2]. Klask a rafe an aozadur tapout krog war marc'had an drammoù e kêrioù all eus ar Stad C'hall. E Breizh e vefe o klask tapout tachenn e Roazhon a-drugarez da zoareoù feuls[3].

Enebet eo ouzh strolladoù trafikerien all, en o zouez Yoda. E 2023, da skouer, e voe lazhet 35 den en ur brezel etre an daou aozadur[4].

  1. (fr) MARTOT-BACRY Clara, Trafics : de quoi la DZ Mafia est-elle le nom ?, Mediapart, 02/07/2025 (lennet d'an 08/08/2025)
  2. (fr) Marseille : la DZ mafia, connue pour le narcotrafic, s'attaque aux bars et aux restaurants, France 2, war lec'hienn France Info, 15/01/2025 (lennet d'an 08/08/2025)
  3. (fr) KELTZ Benjamin, Trafic de drogue : à Rennes, la blessure d’un enfant par balles, un « nouveau palier » franchi dans la violence, Le Monde, 29/10/2024 (lennet d'an 08/08/2025)
  4. (fr) Narcotrafic : Félix Bingui, le chef du gang Yoda, interpellé au Maroc, DNA, 09/03/2024 (lennet d'an 08/08/2025)