Mont d’an endalc’had

DShK

Eus Wikipedia
DShK


Ur vindrailherez DShK war un trebez
Kinnig
Bro orin URSS
Doare Mindrailherez ponner
Mont en-dro Tennata dre amprest gazoù, dre biston
Munisionoù 12,7 × 108 mm
12,7 × 99 mm NATO (Roumania)
Bloavezh krouidigezh 1938
Produer Uzin armoù Toula
Mare produiñ 1938-1980
Mare implij Abaoe 1938
Perzhioù teknikel
Mas (hep kartouchenn na fust ebet) 34 kg
Hirder 1.625 mm
Hirder ar c'hanol 1.070 mm

Lusk-tennañ 600 tenn/mn
Hed-tenn efedus 2.000 m
Hed-tenn d'ar muiañ 2.500 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 850 m/s
Endalc'h Gourizoù metalek 50 kartouchenn
Adstummoù nesañ DShKM
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A

An DShK (e rusianeg ДШК, berradur Дегтярёва-Шпагина крупнокалиберный, Degtyaryova-Chpagina krupnokaliberny, e brezhoneg "Kalibr uhel Degtyariev-Chpagin") zo ur vindrailherez ponner ijinet er bloavezhioù 1930 en URSS. Implijet eo bet gant an arme ruz e-pad an Eil Brezel-bed, ha gant kalz broioù hag a oa dindan levezon Bloc'h ar Reter war-lerc'h. Degadoù a vroioù, en Afrika dreist-holl, a ra ganti hiziv-an-deiz c'hoazh.

E dibenn ar bloavezhioù 1920 e fellas d'an URSS pourveziañ hec'h arme gant ur vindrailherez ponner. Ur stumm kentañ, anvet DK, a voe savet gant an ijinour Vasiliy Degtiarev en ur gemer harp war ur fuzuilh-vindrailher DP-27 kreñvaet evit tennañ kartouchennoù 12,7 × 108 mm uhel o c'halibr. Georgiy Chpagin a sikouras war-lerc'h da wellaat sistem pourveziañ an arm. An arm nevez a voe anvet DShK-38, diwar o anvioù hag ar bloaz ma voe degemeret en arme soviedel[1].

Un DShK savet war un tank T-55.

Implijet e voe an DShK evel arm enepnijerez war talbenn ar reter e-pad an Eil Brezel-bed, savet war trebezioù pe war karbedoù. Stadunaniz a ziskoachas anezhi da vare brezel Korea (1950-1953), pa zeuas an DShK da vezañ mindrailherez ponner kalz broioù komunour pe dost da vare ar Brezel Yen. E brezel Viêt Nam e voe implijet gant ar gomunourien a-enep biñsaskelloù arme ar Stadoù-Unanet[1].

Sinaiz a savas ur gopienn eus an DShK anvet Stumm 54. Armoù a seurt-se a voe implijet gant Afghaniz a-enep Soviediz er bloavezhioù 1980. An IRA iwerzhonat a dapas skouerennoù eus an DShK adalek 1988, dre Libia peurgetket ; gante e teujont a-benn da zistruj biñsaskelloù ha karbedoù hobregonet breizhveuriat. Implijet e vez c'hoazh gant Ukraina a-enep Rusia abaoe aloubadeg ar vro e 2022[1].

Lesanvet e oa an arm душка (douchka, "karedig") gant rusianegerien. Soudarded stadunanat a rae gant Red fifty ("hanter-kant ruz") evit envel anezhañ, en abeg d'e galibr ha d'e lec'h orin[1].

Ar mindrailherezioù NSV (1971) ha Kord (1998) o deus kemeret plas an DShK e armeoù URSS ha Rusia, met n'eo ket bet dilezet homañ penn-da-benn gante c'hoazh.

An DShK zo ur vindrailherez yenaet dre aer, dezhi ur sistem tennata dre biston. Pourveziet eo gant gourizoù 50 kartouchenn. Ul lusk-tennañ 600 tenn/mn zo dezhi, ha gellet a ra tennañ betek 2.500 metr. Heñvel eo stumm he draen ouzh hini ar Browning M2 stadunanat. Abalamour d'he fouez (34 kg hep kartouchenn ebet) e rank bezañ savet war ur fust evit bezañ implijet : un trebez ispisial zo dezhi[2][3].

Ur stumm modernoc'h anvet DShK 1938/46, pe DShKM, zo bet produet goude dibenn an Eil Brezel-bed. Kemmoù a oa bet degaset da veg ha da sistem pourveziañ an arm[2]. Ur stumm kambret e 12,7 × 99 mm, kalibr standart armeoù AFNA, zo implijet gant arme Roumania ivez.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) LAWRENCE Eric, Practical Guide to the Operational Use of the DShK Machine Gun, 2014, 84 p., ISBN 978-1941998038
  1. 1,0 1,1 1,2 ha1,3 (en) LAEMLEIN Tom, Red Fifty: The Soviet 12.7 mm DShK Heavy Machine Gun, American Rifleman, 21/11/2024 (lennet d'an 22/11/2025)
  2. 2,0 ha2,1 (en) POPENKER Maxim, DShK DShKM 12.7, Modern Firearms (lennet d'an 22/11/2025)
  3. (fr) HOUSTON Rob, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, ISBN 978-2035979650, p. 198-199
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan