Cynon
Neuz
Ur sant brezhon e oa Cynon er VIvet kantved. Hervez an henskridoù e oa mab d'ar roue Brychan, a savas rouantelezh Brycheiniog hervez ar vojenn.
Lec'hioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skoliet e vije bet e Llancarfan ha Llanilltud Fawr dindan sant Cadfan. Hervez ur vojenn e vije deuet eus Breizh gant Cadfan da sevel ur manati en Ynys Enlli.
Ilizoù pe chapelioù dezhañ zo bet savet
- e Tregynon (Maldwyn)
- hag e Capel Cynon (Ceredigion).
E-tal Llanbister e Maesyfed edo Croes Cynon (ur maner bremañ) ha Craig Cynon war lez ur froud anvet Nant Cynon[1].
Tud all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kemmesk a vez a-wechoù etre Cynon, ar sant, ha Cynon, mab Clydno Eiddin eus an Hanternoz kozh.
- Anv zo ivez eus Cynon Fanaw, eus Enez Manav. Met gallout a rafe bezañ ar memes den evel ar sant, rak lidet e vezont d'an 9 a viz Du o-daou, hag ouzh penn e oa mab d'ar roue Brychan ivez.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ T. D. Breverton, The Book of Welsh Saints (Cyhoeddiadau Glyndŵr, 2000).