Cuba libre

Eus Wikipedia
Ur werennad Cuba libre.

Cuba libre pe Cubalibre, a vez graet eus un died alkoolek kuban hag a vez fardet diwar rom gwenn kozh (40 mL), kola (100 mL) ha skornennoù. Ouzhpennañ sitroñs glas ennañ a c'haller ivez.

Gallout a ra bezañ anvet en un doare disheñvel-mik e broioù 'zo[1] : "Rum and Coke"[2] er Stadoù-Unanet Amerika (SUA) hag e Kanada, "Cuba"[3] e Mec'hiko, "Roncola" e Chile, "Jugo loco" e Paraguay, "Cubata" e Spagn peurgetket.

N'eo ket gwall anat orin ar c'hCuba libre ; evit doare e vije bet krouet gant soudarded stadunanat just war-lerc'h Brezel-dieubiñ Kuba (1895-1898) a enebas an Ejército Libertador Cubano ouzh nerzhioù Rouantelezh Spagn.

1st United States Volunteer Cavalry a oa ur rejimant — "Rough Riders" al lesanv anezhañ — hag a oa bet kaset gant SUA da reiñ dorn d'al lu kuban. Eno en devoa kemeret perzh en emgannoù Las Guásimas (24 a viz Mezheven 1898), Torgennoù San Juan (1añ a viz Gouere) hag e Seziz Santiago (3-16 a viz Gouere), Theodore Roosevelt[4] en e renkoù. Hervez kont en dije ar c'habiten stadunanat Russell mesket rom Bacardí gant Coca-Cola hag eñ ha kinnig evañ "¡Por Cuba Libre!" (Evit Kuba dieub !). Kement-se a vije c'hoarvezet e miz Eost 1900 en un davarn eus La Habana, kêr-benn Kuba.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]