CryEngine

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
CryEngine
CryEngine Nex-Gen(4th Generation).png
Cry Engine
Krouidigezh 2004
Padelezh 2004 - Bremañ
Doare Lusker c'hoari video
Stumm CryEngine V
Sevener Crytek
Bro Alamagn Alamagn
C'hoarioù pennañ
Lec'hienn internet www.cryengine.com

Cry Engine a zo ul lusker tresel hag a servij da sevel c'hoarioù video.
Gant ar studio Crytek e voe krouet e 2004, hag implijet evit ar wech kentañ evit amprouiñ ar gartenn dresel Nvidia. Ken mat e voe disoc'hoù an amprouadenn ma voe savet ur c'hoari diwarni, deuet da vezañ an heuliad c'hoarioù video Far Cry.

Kenderc'hel a ra al lusker CryEngine da vezañ implijet ha gwellaet hiziv-an-deiz c'hoazh evit bezañ implijus war ar savennoù nevez a degouezh e bed ar c'hoarioù video.
Crytek hag Ubisoft eo implijerien bennañ Cryengine, met dibabet ez eus bet reiñ an dro da saverien c'hoarioù video nann arbennikaet d'e implijout gant ur stumm Pay What U Want ("Paeit ar pezh a fell deoc'h") [1]. Ubisoft a implij al lusker gant ur stumm perc'hennet gantañ e-unan, anvet Dunia Engine, evit kenderc'hel gant an heuliad c'hoarioù video Far Cry.

Hervez ar c'heloù diwezhañ, adprenet eo bet CryEngine e miz Ebrel 2015 gant Amazon evit US$ 50–70 milion. Dre-se e vefe deuet war-wel e miz C'hwevrer 2016 un doare CryEngine adsavet gant Amazon hag anvet Amazon Lumberyard.

CryEngine 1[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwezenn dioroadur ar motor grafik Cryengine

CryEngine 1 zo ul lusker c'hoarioù video implijet da zigentañ evit amprouiñ ar gartenn video Nvidia. Ken brav e oa deuet gant ar sevenerien ma voe roet lañs d'ur c'hoari adal an amprouadenn-se, anvet Far Cry. Pa voe embannet kartennoù tresel a c'helle embregiñ ar stummoù Pixel 3.0 ha skeudoù Vertex, Crytek a loc'has CryEngine 1.2, a embreg an holl stummoù tresel nevez-se evit kaout c'hoarioù bravoc'h c'hoazh. Diwezhatoc'h e sevenas Crytek ar stumm CryEngine 1.3, o reiñ an tu da implij ar gouloù doare HDRI (High-Dynamic-Range Imaging).

Al lusker zo bet lakaet dindan lañvaz evit NCsoft pa voe savet o c'hoari doare MMORPG, Aion: The Tower of Eternity. D'an 30 a viz Meurzh 2006, Ubisoft a brenas an holl wirioù e-liamm war an heuliad c'hoarioù Far Cry hag ur gwir didermen da implijout stumm Far Cry al lusker tresel.

Arc'hweloù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ostilhoù evit an hentoù ha stêrioù
  • Ostilh sevel kirri
  • Reizhiad evit kemm mare an devezh
  • Steaming
  • Trouzioù an endro
Ur c'hoarier o c'hoari da Far Cry 3, ma weler perzh an tresoù degaset gant al lusker CryEngine : bev-buhezel eo ar janglenn

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]