Crocs

Eus Wikipedia
Ur stal Crocs en Hong-Kong

Crocs Inc. zo un embregerezh amerikan a brodu boteier bet krouet e 2002 ha, dre astenn, an anv a roer d'an doare boteier plastik produet ganto (hag gant embregerezhioù all abaoe).

Ar botoù Crocs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da gentañ e oa bet ijinet ar botoù Crocs a-benn bout gwisket war vourzh riklus ar bigi.
Buan int aet en tu all d'o fal kentañ avat, hag abaoe un nebeud bloavezhioù e plijont d'un niver bras a dud, koulz bugale ha tud deuet.
Lod a gav dezho ez int aes ha pleustrek ken-ha-ken, lod all a gav dezho ez int vil spontus.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]